Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/406

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AVIEL SANTEL JÉZUZ-KRIST,


HERVEZ


SANT VARK.


————


I. PENNAD.


1. Derou Aviel Jézuz-Krist, mâb Doué.

2. Ével m’az eo skrivet gan̄d ar profed Izaiaz : Chétu é kasann va éal dirâg da zremm, péhini a aozô ann hén̄d enn da raok.

3. Mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô : Aozid hen̄d ann Aotrou, grît ma vézô éeun hé wénodennou.

4. Iann a ioa el léac’h distrô ô vadézi, hag ô prézégi badisian̄t ar binijen évid distaol ar péc’héjou.

5. Hag holl vrô Judéa, hag holl dûd Jéruzalem a zeûé d’hé gavout, hag é oan̄t badézet gan̄t-han̄ é ster ar Jourdan, goudé béza an̄savet hô féc’héjou.

6. Ha Iann a ioa gwisket gan̄t bleô kan̄val, gan̄d eur gouriz ler war-drô d’hé groazel, hag é tebré kiḻeien-raden ha mél gouéz. Hag é prézégé, ô lavarout :

7. Eunn all a zeû war va lerc’h hag a zô kréoc’h égéd-oun : ha na zellézann két, ô stoui dira-z-han̄, diéréa liamm hé voutou.

8. Mé em eûz hô padézet enn dour ; hôgen hén̄ hô padézô er Spéred-san̄tel.

9. Hag é c’hoarvézaz enn deisiou-zé pénaoz é teûaz Jézuz eûz a Nazaret é Galiléa, hag é oé badézet gan̄t Iann er Jourdan.

10. Ha râk-tâl ô sével eûz ann dour, é wélaz ann én̄vou digor, hag ar Spéred é doaré eur goulm ô tiskenni, hag ô choum war-n-ézhan̄.

11. Hag eur vouéz a oé kleved enn en̄vou : Té eo va Mâb kér ; enn-od em euz lékéat va c’haran̄tez.

12. Rak-tâl ar Spéred hen boun̄taz el léac’h distrô.

13. Hag é choumaz el léac’h distrô daou-ugen̄d dervez, ha daou-ugen̄t nôzvez : hag é oé templet gan̄t Satan : édo é-touez al loéned, hag ann éled a zerviché anézhan̄.

14. Hôgen pa oé lékéat Iann er vâc’h, Jézuz a zeuaz é Galiléa, hag a brézégaz Aviel rouan̄télez Doué,

15. O lavarout : Pa eo sévéned ann amzer, ha pa dôsta rouan̄télez Doué, grît pinijen, ha krédid enn Aviel.

16. Hag ô kerzoud a-héd môr Galiléa, é wélaz Simon, hag An̄dré hé vreûr, péré a daolé hô rouéjou er môr (râk peskétérien oan̄t),

17. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Deûd war va lerc’h, ha mé hô lakai da véza peskéterien tûd.

18. Hag hî râk-tâl ô véza kuitéed hô rouéjou, a iéaz war hé lerc’h.