Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/343

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
341
ar vakabéed.

hag eul lôd brâz a dûd gan̄t tokou-houarn, ha klézeier enn noaz, ha darédou bannet, hag armou aour skéduz, hag harnézou a bép doaré.

4. Râk-sé ann holl a bédé Doué ma trôjé ar burzudou-zé enn hô gounid.

5. Hôgen ével ma teûaz da rédeg ar vrud gaou eûz a varô Antiokus, Jason ô véza kéméret mil dén gan̄t-han̄, a stourmaz enn eunn taol out kéar : ha pétrâ-bennâg ma tirédaz tud kéar war ar muriou, é kéméraz kéar, ha Ménélaus a dec’haz er c’hré.

6. Koulskoudé Jason a réaz eul lazérez brâz héb espernout hé genvrôiz, ha na venné két é vé eur reûz brâz béza euruz ô vrézélékaad oud hé géren̄t-nésa : hag hén̄ a grédé béza trec’het hé énébourien, ha nann hé genvrôiz.

7. Na hellaz két koulskoudé kaout enn hé gers ar brin̄sélez ; hôgen évit gounid hé drubardérézou, na gavaz némét mézégez : hag hén̄ a dec’haz adarré, hag en em dennaz é brô ann Ammonited.

8. Enn divez é oé lékéat er vâc’h gan̄d Arétas roué ann Arabed, péhini a fellé d’ézhan̄ hé golla : hag ô tec’hout da géar é kéar, kaséet gan̄d ann holl, ével torrer al lézennou, ével eunn dén argarzuz, ével énébour hé vrô hag hé genvrôiz, é oé harluet étrézég ann Éjipt.

9. Ével-sé ann hini en doa harluet kémen̄d a dûd er-méaz eûz hô brô, a varvaz hé-unan er-méaz eûz hé hini, ô véza éat da Lasédémona, évit kaout ménéc’hi énô enn abek d’ar géren̄tiez.

10. Hag ével m’en doa taolet meûr a hini hép lakaad hô bésia, é oé taolet ivé héb béza kan̄vaouet, na bésiet ; ha na gavaz a véz nag enn hé vrô, nag é-touez ann diavésidi.

11. Goudé kémen̄t-sé ar roué a vennaz pénaoz ar Iuzevien a zilézché ar gévrédigez hô doa gréat gan̄t-han̄ : ha dré-zé en em lékéaz enn hen̄t eûz ann Éjipt leûn a frouden, hag é kéméraz kéar dré ners.

12. Gourc’hémenni a réaz d’ar vrézélidi laza ann holl, na espernchen̄t hini eûz ar ré a gavchen̄t war hô hen̄t, ha piña enn tiez ha diskolpa kémen̄d hini a oa enn-hô.

13. Eul lazérez brâz a réjon̄t éta eûz ar goazed iaouan̄k hag eûz ar ré gôz, eûz ar gragez hag eûz ar vugalé, eûz ar merc’hed iaouan̄k hag eûz ar vugaligou.

14. Pévar-ugen̄t mil a oé lazet a-héd tri dervez, daou-ugen̄t mil a oé lékéat da sklaved, ha kémen̄d all a oé gwerzet.

15. Hôgen kémen̄t-sé na oé két a-walc’h d’ézhan̄ : hén̄ a grédaz mon̄d ébarz ann templ, péhini a oa ar san̄téla léac’h eûz ann douar, hag hén̄ rénet gan̄t Ménélaus, énébour al lézennou hag hé vrô.

16. Hag ô kémérout gan̄d hé wall zaouarn al listri sakr, a ioa bét lékéat el léac’h san̄tel-zé gan̄d ar rouéed all ha gan̄d ar c’heriou, évid hé gin̄klérez hag hé c’hloar, é véré anézhô enn eunn doaré dic’hiz, hag enn eur c’hoapaat.

17. Ével-sé Antiokus ô véza kollet hé skian̄t gan̄t-han̄, na venné két pénaoz enn abek d’hô féc’hédou eo é oa bét buanékéet ann Aotrou évid eunn nébeûd amzer out tûd ar géar-zé ; hag é oa bét saotret dré-zé al léac’h san̄tel.

18. Anéz, ma na vijen̄t két bét kabluz eûz a veûr a wall, ar prin̄s-man̄, ével Héliodorus a ioa bét kaset gan̄d ar roué Séléukus évit preiza ann ten̄-zor, a vijé bét skourjézet pa eo deûet ébarz, hag é vijé bét miret out-han̄ a bép tû na leûnché hé c’hoan̄t direiz.

19. Hôgen Doué n’en deûz két dilennet ar bobl évid ann templ, hôgén ann templ évid ar bobl.

20. Râk-sé al léac’h-zé en deûz bét hé lôd enn drougou a zô bét c’hoarvézet gan̄d ar bobl ; hôgen goudé-zé en dévézô hé lôd enn hé vadou : ha goudé béza bét dilézet enn abek da vuanégez Doué holl-c’halloudek, é vézô savet adarré enn eur c’hloar vrâz, pa en em unvanô a-névez ann Doué brâz gan̄d hé bobl.

21. Antiokus éta ô véza skrapet eûz ann templ triouec’h kan̄t talan̄t, a zistrôaz buan da Antiokia, ô venna enn hé galoun leûn a rogoni pénaoz