Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/331

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
329
ar vakabéed.

vézi ar gévrédigez gan̄t-hô. Pa glevaz ar bobl eûz a Roma kémen̄t-sé,

25. É léverchon̄t : Pénaoz é trugarékaimp-ni Simon hag hé vreûdeûr ?

26. Râk er reiz gen̄ta en deûz lékéat hé vreûdeûr, ha dispennet eo bét gan̄t-han̄ hé énébourien eûz a greiz Israel : hag hî a rôaz d’ézhan̄ ar fran̄kiz ; ha kemen̄t-sé a oé skrivet war daolennou arem, ha lékéat é diellou ar bobl war vénez Sion.

27. Ha chétu skouér ar skrîd : ann triouec’hved deiz eûz a viz Elul, enn daouzékved bloaz hag eiz ugen̄t, enn trédé bloaz dindân Simon ar bélek-brâz é Asaramel,

28. É oé diskleriet kémen̄t-sé é strollad brâz ar véleien, hag ar bobl, ha prin̄sed ar vrôad, hag hénaoured ar vrô : ô véza ma eo bét en̄krézet aliez hor brô gan̄t brézéliou.

29. Simon, mâb Matatias, eûz a wenn Jarib, hag hé vreûdeûr, a zô en em rôet d’ar riskl, hag hô deûz kiet oud énébourien hô fobl, évit skoazia hô zempl san̄tel hag hî hô deûz savet hô fobl da eur c’hloar vrâz.

30. Jonatas en deûz dastumet hé vroad, hag a zô deûet da vélek-brâz d’ézhô, hag a zô bét unvanet gan̄d hé bobl.

31. Hô énébourien a zo bét fellet d’ézhô hô mac’ha ha gwasta hô brô, hag astenna hô dourn war hô zempl san̄tel.

32. Hôgen Simon en deûz kiet out-hô, hag en deûz stourmet évid hé bobl : kalz a arc’han̄t en deûz darnaouet ; armou en deûz lékéat étré daouarn ar ré galounéka eûz hé vroad, hag en deûz hô faéet diwar hé goust hé-unan.

33. Krévéet en deûz keriou ar Judéa, ha Betsura, péhini a oa war harzou ar Judéa, é péléac’h é oa ken̄t armou ann énébourien : hag en deûz lékéat énô Iuzevien da ward.

34. Krévéet en deûz Joppé a zô war ar môr, ha Gazara, a zô war harzou Azot, é péléac’h é oa ken̄t ann énébourien, hag en deûz lékéat énô Iuzevien : hag en deûz lékéat enn-hô kémen̄d a oa mad évid hô difenn.

35. Ar bobl en deûz gwélet ar péz en deûz gréat Simon, hag ar c’hloar a venné da zigas war hé vrôad ; hag hî hô deûz hé lékéat da zûg d’ézhô, ha da brin̄s ar véleien, ô véza m’en doa gréat kémen̄t-sé ; m’en doa miret ar reizded hag ar feiz d’hé vrôad, ha m’en doa uc’héléet hé bobl muia ma hellé.

36. Ar géfridiou a iéaz da vâd enn hé zeisiou étré hé zaouarn : ann diavésidi a oé kaset er-méaz eûz ar vrô, hag é kasaz-kuît eûz a géar David, hag eûz a gré Jéruzalem, ar ré a ioa enn-hô, a réa argadennou ac’hanô, ô saotra kémen̄d a ioa enn-drô d’ar san̄tuar, hag a réa eur gouli brâz d’ar glanded.

37. Lékéat en deûz enn-hô Iuzevien évid diwall ar vrô hag ar géar ; hag en deûz assavet muriou Jéruzalem.

38. Ar roué Démétrius en deûz hé startéet er vélégiez-vrâz.

39. Dreist-sé en deûz hé lékéat da viñoun d’ézhan̄, hag en deûz hé zavet da eur c’hloar vrâz.

40. Râk klevet en doa pénaoz ar Romaned hô doa rôet d’ar Iuzevien ann hanô a viñouned, a unvan̄ed, hag a vreûdeûr ; ha pénaoz hô doa digéméret gan̄t kalz a énor kannaded Simon :

41. Pénaoz ar Iuzevien hag hô béleien hô doa aotréet ma vijé d’ézhô da zûg ha da vélek-brâz da-vikenn, kén na zavché eur profed féal :

42. Évit ma vijé da benn d’ézhô, ha ma préderché ann traou san̄tel, ha ma lakajé rénerien war al labouriou, ha war ar vrô, ha war ann armou, ha war ar gwardou :

43. Ma tiwalché al lec’hiou san̄tel : ma sen̄tché ann holl out-han̄ ; ma vijé skrivet ann holl ziellou enn hé hanô er vrô ; ha ma vijé-hén̄ gwisket gan̄t limestra ha gan̄d aour :

44. Ha na vijé aotréet da zén, nag eûz ar bobl, nag eûz ar véleien, terri nétrâ eûz ann traou-zé, nag énébi oud ar péz en dévijé lavaret, na gervel strollad é-béd er vrô héb hé aotré ; nag en em wiska gan̄t limestra, na dougen eur c’hrôgig aour :

45. Pénaoz piou-bennâg a énébché oud ann traou-zé, pé a dorché hini anézhô, a vijé kabluz.