Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/313

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
311
ar vakabéed.

hé vreûdeûr, gan̄t geriou a béoc’h évid hô zouella.

11. Hôgen ar ré-man̄ na réjon̄t stâd é-béd oud hô geriou, pa wélchon̄t pénaoz é oan̄t deûet gan̄d eunn armé vrâz.

12. Koulskoudé skribed al lézen ô véza en em strollet, a iéaz da gavout Alsimus ha Bakkides, évid ôber d’ézhô goulennou reiz.

13. Ann Assidéed péré a oa ar ré gen̄ta eûz a vipien Israel, a fellé d’ézhô goulenn ar péoc’h digan̄t-hô.

14. Râg hi a lavaré : Eur béleg eo eûz a wenn Aaron a zeû d’hor c’havout, na douellô két ac’hanomp.

15. Hag Alsimus a gomzaz out-hô gan̄t geriou a béoc’h : hag hén̄ a lavaraz d’ézhô enn eur doui : na raimp két a zrouk d’é-hoc’h, na d’hô miñouned.

16. Hag hî a grédaz d’ézhan̄ : hôgen hén̄ a géméraz trî-ugen̄t anézhô, hag a lékéaz hô laza enn eunn dervez, hervez ar gér a zô skrivet :

17. Lékéat hô deûz da gouéza korfou da zen̄t, hag hô deûz skuḻet hô gôâd enn-dro da Jéruzalem, ha né oa dén évid hô bésia.

18. Ar spoun̄t hag ar zaouzan a grogaz er bobl holl, hag é léverchon̄t ann eil d’égilé : N’eûz na gwirionez na reiz é-touez ar ré-zé : râk dreist hô lavar in̄t éat, hag hô deûz torret hô lé.

19. Bakkides ô véza savet hé gamp a zirâk Jéruzalem, a c’hrounnaz Betzéc’ha : hag hén̄ a gasaz da gémérout kalz eûz ar ré a oa tec’het diout-han̄ ; hag é lazaz hiniennou eûz ar bobl, a lékéaz da deurel enn eur pun̄s brâz.

20. Neûzé é lékéaz ar vrô dindan béli Alsimus, hag é lézaz brésélidi da gen-ners d’ézhan̄ ; hag é tistrôaz da gavout ar roué.

21. Gwella ma hellé é réa Alsimus évid en em startaat é prin̄sélez hé vélégiez.

22. Ar ré holl a reûstlé ar bobl en em strollaz war hé drô ; hag hî en em daolaz war vrô Juda, hag a réaz eul lazérez brâz enn Israel.

23. Judas a wélaz pénaoz ann holl zroug en doa gréat Alsimus, hag ar ré a oa gan̄t-han̄, da vipien Israel, a oa gwasoc’h égét ar péz hô doa gréat ar brôadou d’ézhô :

24. Hag hén̄ a iéaz dré ann holl harzou trô-war-drô, hag a gastizaz ann holl dec’herien : hag a neûzé éc’h éhanchon̄t da ôber argadennou er vrô.

25. Pa wélaz Alsimus pénaoz Judas hag hé dûd a oa tréac’h d’ézhan ; ha pa anavézaz pénaoz na hellé két kia out-han̄, é tistrôaz étrézég ar roué, hag é tamallaz d’ézhô meûr a wall.

26. Hag ar roué a gasaz Nikanor unan eûz hé vrudéta prin̄sed, péhini a oa eunn énébour brâz da Israel ; hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ kas-da-gét ar bobl-zé.

27. Nikanor a zeûaz war-harz Jéruzalem gan̄d eunn armé vrâz, hag a gasaz kannaded étrézé Judas hag hé vreûdeûr gan̄t geriou a béoc’h evid hô zouella,

28. O lavarout : Na vézet két a vrézel étré c’houi ha mé : don̄d a rinn gan̄t nébeûd a dûd, évid hô kwélout ha komza a béoc’h.

29. Hsg hén̄ a zeûaz da gavout Judas ; hag hî en em zaludaz ann eil égilé ével miñouned : hôgen ann énébourien en em aozé évit skrapa Judas.

30. Hôgen Judas a anavézaz pénaoz né oa deuet d’hé gavout néméd évid hé douella : aoun en doé ra-z-han̄, ha na fellaz mui d’ézhan̄ hé wélout.

31. Nikanor ô welout pénaoz é oa diskuḻiet hé zézô, a gerzaz a-énep Judas, évit stourmi out-han̄ war-harz Kafarsalama.

32. Énô é oé lazet eûz a armé Nikanor war-drô pemp mil dén : hag ar ré all a dec’haz é kéar David.

33. Goudé-zé Nikanor a biñaz war vénez Sion : ha lôd eûz a véleien ar bobl a zeûaz d’hé zaludi gan̄t geriou a béoc’h, hag a ziskouézaz d’ézhan̄ ar sakrifisou a gennigen̄t évid ar roué.

34. Hôgen hén̄ hô disprizaz hag a réaz goab anézhô : hô saotra a réaz, hag é komzaz out-hô gan̄t balc’hder.

35. Toui a réaz enn hé frouden, ô lavarout : Ma na lékéeur étré va daouarn Judas hag hé armé, kerken̄t ha ma vézinn distrôet ha mé gou-