Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
levr abdias.

war ann holl vrôadou : ével ma éc’h eûz gréat, é vézô gréat d’id : da c’hôbr a zistrôi war da benn da-unan.

16. Râg ével ma hoc’h eûz évet war va ménez san̄tel, éc’h évô ivé bépréd ann holl vrôadou : hag hî a évô, hag a loun̄kô, hag a vézô ével pa na ven̄t két.

17. Hôgen war vénez Sion é vézô ar zilvidigez ; hag hén̄ a vézô san̄tel : ha tî Jakob a berc’hennô ar ré hô doa hé berc’hennet.

18. Tî Jakob a vézô eunn tan, ha tî Jozef eur flamm, ha tî Ésau eur gôlôen : hag hî a vézô devet gan̄t-hô : hag hî hô loun̄kô : ha na choumô dilerc’h é-béd eûz a dî Ésau, râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.

19. Ar ré a zô war-zû ar c’hrésteiz, hag é mésiou ar Filistined hô dévézô é digwéz ménez Ésau : hag hî a berc’hennô brô Éfraim, ha brô Samaria : ha Ben̄jamin en dévézô Galaad.

20. Ha dizougadur armé bugalé Israel a berc’hennô holl lec’hiou ar C’hananéed bété Sarepta : ha dizougadur Jéruzalem, ar ré a zô er Bosfor, a biaouô keriou ar c’hrésteiz.

21. Hag ar zavéterien a biñô war vénez Sion évit barna ménez Ésau : hag ar rén a vézô d’ann Aotrou.