Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
levr ar profed ézékiel.

pemzékved deiz eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout :

18. Mâb dén, kân eur ganaouen kan̄vaouuz diwar-benn holl bobl ann Éjipt ; ha distol hi hé-unan, hî ha merc’hed ar brôadou ar ré gréva, enn douar ann izéla, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.

19. É pétra oud-dé kaéroc’h ? Diskenn, ha kousk gan̄d ar ré-zienwadet.

20. Kouéza a rain̄t dindân ar c’hlézé é-kreiz ar ré lazet : rôed eo ar c’hlézé, distaolet é vézô-hî, hag hé holl boblou.

21. Ar ré c’halloudusa é-touez ar ré gré a gomzô gan̄t-hi eûz a greiz ann ifern, hî péré a zô bét diskennet gan̄d hô skoazellerien, hag a zô marô dienwad, goudé béza bét lazet gan̄d ar c’hlézé.

22. Énô éma Assor, hag hé holl bobl ; hé vésiou a zô war hé drô ; holl in̄t bét lazet, holl in̄t bét kouézet dindân ar c’hlézé.

23. Rôet eo bét d’ézhô bésiou é gwéled ar poull ; hag hé holl bobl a zô enn-drô d’hé véz ; hî holl péré a zô bét lazet, péré a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé, goudé béza bét taolet ar spoun̄t gwéc’hall é douar ar ré véô.

24. Énô éma Élam, hag hé holl bobl enn-drô d’hé véz ; hî holl péré a zô bét lazet, hag a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé ; hî péré a zô diskennet dienwad é gwéled ann douar, hî péré hô deûz taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô, hag hô deûz douget hô dismégañs gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.

25. É-kreiz ar ré lazet hô deûz lékéat hé wélé, é-touez hé holl boblou ; hé vésiou a zô enn-drô d’ézhan̄. Ar ré-zé holl a zô dienwadet hag a zô bet lazet gan̄d ar c’hlézé ; ô véza m’hô dôa taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô ; hag hî hô deûz douget hô dismégan̄s gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull ; é-kreiz ar ré lazet in̄t bét lékéat.

26. Énô éma Mosoc’h ha Tubal, hag hé holl bobl ; hé vésiou a zô enn-drô d’ézhan̄. Ar ré-zé holl a zô dienwadet, a zô bét lazet hag a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé ; ô véza ma hô dôa taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô.

27. Na gouskin̄t két gan̄d ar ré galounek, péré a zô bét kouézet hag hî dienwadet, péré a zô diskennet d’ann ifern gan̄d hô armou, hag hô deûz lékéat hô c’hlézéier dindân hô fennou ; hô fallagriézou a zô éat enn hô eskern, ô véza ma in̄t bét spoun̄t ar re gré é douar ar ré véô.

28. Té éta a vézô brévet é-kreiz ar ré-zienwadet, hag a gouskô gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé.

29. Énô éma ann Iduméa hag hé rouéed, hag hé holl zuged, péré a zô bét lékéat gan̄t hô holl armé é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé ; hag hî a zô kousket gan̄d ar ré-zienwadet, ha gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.

30. Énô éma holl brin̄sed ann han̄ter-nôz, hag ann holl wénaérien, péré a zô bét kaset gan̄d ar ré a zô bét lazet, hag hi spoun̄tet-brâs, ha leûn a véz enn hô ners ; kousket in̄t dienwad é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar chlézé, ha douget hô deûz hô dismégan̄s gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.

31. Faraon en deûz hô gwélet, hag a zô bét dizoaniet gan̄d al lôd brâz eûz hé bobl a zô bét lazet gan̄d ar c’hlezé. Faraon hag hé holl armé, émé ann Aotrou Doué :

32. Râk rôet em eûz va heûz é douar ar ré véô ; hag hén̄ a zô bét kousket é-kreiz ar ré-zienwadet, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, da lavaroud eo, Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué.


————


XXXIII. PENNAD


Ann Aotrou na c’houlenn két koll tî Israel, hôgen hé zistrô oud Doué.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, komz out bugalé da bobl, ha lavar d’ézhô : P’am bézô digaset ar c’hlézé war eur vrô, ha pa en dévézô kéméret pobl ar vrô-zé eunn