Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
keinvanou jérémias.

hini em eûz da c’halvet ; lavaret éc’h eûz : N’az péz két a aoun.

BES.

58. Barnet éc’h eûz, Aotrou, kéfridi va éné, dasprénet éc’h eûz va buez.

BES.

59. Gwélet éc’h eûz, Aotrou, hô fallagriez em énep : barn da-unan, va barn.

BES.

60. Gwélet éc’h eûz hô holl frouden ; hô holl vénosiou em énep.

SIN.

61. Klevet éc’h eûz, Aotrou, hô c’hunuc’hennou, hag hô holl vénosiou em énep ;

SIN.

62. Muzellou ar ré a zâv ouz-in, hag ar péz a vennon̄t em énep héd ann deiz.

SIN.

63. Sell out-hô pa in̄t azézet, pé pa in̄t enn hô sâ ; me eo hô c’hân.

THAU.

64. Rô d’ézhô hô gôbr, Aotrou, hervez labour hô daouarn.

THAU.

65. Rei a rî d’ézhô tiren ar galoun gan̄d da labour.

THAU.

66. Hô heskina a rî enn da frouden, hag é tispenni anézhô eûz a zindân ann én̄vou, ô Aotrou.


————


IV. PENNAD


Keinvan diwar-benn disman̄tr Jéruzalem.


ALEPH.

1. Pénaoz ef-bén̄ deûet tén̄val ann aour, ef-hén̄ trôet hé liou ker kaer, pénaoz int-hi taolet mein ar san̄tuar é penn ann holl leûriou-kéar ?

BETH.

2. Pénaoz bugalé Sion péré a oa ker skéduz, ha gôlôet a aour ar glana, in̄t-hi bét sellet ével listri prî, labour daouarn ar pôder ?

GHIMEL.

3. A1 loéned gouez hô deûz dizôlôet hô bronnou, ha rôet da zéna d’hô loénédigou : merc’h va fobl a zô krîz, ével ann otruz enn distrô.

DALETH.

4. Téôd ar bugel oud ar vronn a zô bét stâg oud hé staon̄ gan̄d ar sec’hed ; ar vugalé hô deûz goulennet bara, ha na oa dén évid hé drouc’ha d’ézhô.

HÉ.

5. Ar ré en em vagé gan̄t traou c’houék, a zô marvet er ruou ; ar ré a zebré é-kreiz ar mouk, hô deûz briatéet ann teil.

VAU.

6. Brasoc’h eo deûet fallagriez merc’h va fobl égét péc’hed Sodom, péhini a zô bét disman̄tret enn-eunn-taol, hép ma savaz dourn é-béd war-n-ézhi.

ZAÏN.

7. Hé Nazaréed a oa gwennoc’h égéd ann erc’h, glanoc’h égéd al léaz, ruzoc’h égéd ann olifan̄t kôz, kaéroc’h égéd ar safir.

HETH.

8. Duoc’h eo deuet hô dremm égéd ar glaou, ha na anavézeûr két anézhô er ruou ; stâg eo hô c’hroc’hen oud hô eskern ; gwévet eo, ével koat eo deuet.

THETH.

9. Gwell éo bét d’ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, égéd d’ar ré a zô bét lazet gan̄d ann naounégez : râg ar ré-man̄ a zô bét marvet dré hirr amzer, bévézet gan̄t fraosdder ann douar.

IOD.

10. Daouarn ar c’hragez truézek hô deûz poazet hô bugalé hô-unan : deûet in̄t da voéd d’ézhô é disman̄tr merc’h va fobl.

CAPH.

11. Ann Aotrou en deûz leûniet hé frouden, skuḻet en deûz hé vuanégez hag hé zroug ; lékéat en deûz da gregi