Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Goffic - Poésies complètes, 1922.djvu/137

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
AR ROC’H-ALLAZ


Da Yann ar Fustek.


Etal ar Coz-Stankou a zo eur garrek glaz,
Eur garrek glaz ha krenn, hanvet ar Roc’h Allaz.

Ha, war ar garrek-ze, neb a ra he diskwiz
E chom’vit he buez disjoaus ha languiz,

Alies’meus gwelet nijal trezek ar stank,
Gwelet-ive tec’hel meur’ durzunel yaouank :