Redeg a ra ken buhan, ken buhan, ken buhan,
Redeg a ra ken buhan evel soñj an dén,
Dre garéñchou ken bihan, ken bihan, ken bihan,
Dre garéñchou ken bihan ha beg ar spilhenn ;
Goùt a oar trôidellat,
Goùt a oar kammigellat,
Goùt a oar troidellat a-dreuz hag a-hed,
Goùt a oar trôidellat,
Goùt a oar kammigellat,
Goùt a oar kammigellat da heul ar spered.
Va dousig a oar tevel, ha tevel ha tevel,
Va dousig a oar tevel pa vê mad ober ;
Ne lak he mouez da zevel, da zevel, da zevel,
Ne lak he mouez da zevel ’med reujado berr ;
Neuze ’vat e oar kana,
Diskana ha mouskana,
Neuze ’vat e oar kana pa gomz an Aouen,
Neuze ’vat e oar kana,
Diskana ha mouskana,
Diskana ha mouskana pa zon an Delenn.
Meur a bennad plijadur, plijadur, plijadur,
Meur a bennad plijadur am eus bet ganti,
Hag e kavfen dinatur, dinatur, dinatur,
Hag e kavfen dinatur ober disparti ;
Lakit ’ta, va mignoned,
Pa vin er bez diskennet,
Lakit ’ta, va mignoned, da hun em c’hichen,
Lakit ’ta, va mignoned,
Pa vin er bez diskennet,
Lakit ganin da gousket va zammig pluenn.