O bro goant Landreger, biken ankouât na rin
Nag an eurvad a teus a bell zo rôet d’in,
Nag an digemer wesk am oa bet diganid
Pa deuis, dizanve, va bara da c’honid,
Dilezet evidout va bro Gerne-Uhel,
E-touez da dud dilorc’h da stenna va zinell.
Da héñchou, vel da dud, am eus darempredet ;
Da jistr am eus tañvaet, ouz da dôl ’m eus predet ;
Hag o vevañ ganid, n’am eus kavet atao
’Med hent plen, tud gwirion ha c’hoantek d’ober brao.
————
Neb a wel ac’hanout diwar lein tosenn Vre
A wel eur berradur eus Breiz en pep doare :
Mene Gurunuhel, koajeier « Koad-an-Noz »,
Plenennou pinvidik ledet bete Perros,
Ha traouienn vraz Gwengamp ha saonennig Benac’h,
Ha, dantelezet brao gant reier Ploumanac’h,
Rubanenn c’hlaz ar môr o starda da ôchou.
Eur c’hastel koz bennag a ziguz a wechou
Gant e vogeriou teo ha gant e douriou moal,
O tigas soñj eus tud hag eus amzeriou all.
Peurvuia, koulskoude, dre da vaeziou laouen
Ne zav ’met traou yaouank, tier ha kêriou gwenn,
|