« Alies e savo e gôz en nozvejou
« ’N eur vutunat etal an tan, hag a wejou,
« Tro an abardae-noz, vo gwelet marteze
« E skeud braz ha didrouz o rodal dre aze. »
Setu dispak an de lugernus ha lirzin,
Hag an heol eur wech c’hoaz a deu da vousc’hoarzin.
Ouz ar c’houer ’n eus keit all c’houezet ha labouret
Dindan mignoniez e vannou alaouret.
Berniou tud, diredet a bevar c’horn ar vro,
A gimiad gant eur pok diouz an hini maro
En eur ouéla dourek, ken ma teu an arched,
Ha setu dremm Job « kréñv » da virviken koachet.
Evit dougen e vestr e stager ouz ar c’harr
Ar marc’h vijê gantañ o trei tu d’an douar,
Hag a zeblant ive, téval ha koz e benn,
Gout a belec’h so deùt ken kañvus gouéladenn.
’N em gavet ar bêleg, e tibrader kerkent :
Rak ar vourc’h a zo pell, ha digompez an hent.
Ha kuit ar paour-kêz Job digant ar gêrig koant
Lec’h ma vevê pell zo dibreder ha dic’hoant ;
Digant e dud, digant e draou, digant e di,
Digant an édou kaer oa en zell d’o medi,
Digant ar prajou glaz leun a c’houéz-vad bleuniou,
Hag an evned a gan hed-ha-hed ar c’hleuniou.
Biken ne zistroio dre eno da vale :
Noz ha de vo breman kousket en eur gwele,
En eur be toullet don e goueled an douar,
Lec’h ma vo e-unan, dall ha mud, ha bouzar.
Hogen, dreist e gorf paour, pa vo aet en poultrenn,
Karantez ar re veo n’ehano ket da rén :
Bokedou an éñvor a zavo ’us d’e benn,
Kaeraet gant an daelou, ar gliz hag ar bedenn ;