Pajenn:Le Garrec - Moueziou an Abardaë-Noz.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —



N’oa ken aon nemed e tec’hfê
Digant Breiz hec’h yez hag he fe,
He gwiskamañchou koant hag he stumou gwechall ;
Nemed e peurdrec’hfe warni spered Bro-C’hall,
Hag e teufê he mibien baour,
Chachet war du sav-heol gant sorc’henn glañv an aour.
Da ’n em goll, korf, ene, madou,
Unanigou beuzet ’kreiz môr ar brôadou !

Gwel’t en doa, siouaz ! o tonet
A-dreuz d’ar maeziou spouronnet,
E c’henou leun a dan, eul loen houarn garo,
Hag a c’hê ’n eur vlejal war eün vel ar Maro :
Krena ’n evoa graet an de-se
Gant aoun e pladfê Breiz tro-pe-dro, marteze,
Dindan neventiou estren,
Nijet e hunvre gaer digantañ en poultrenn.

Eur sort zoñj, nec’hus ha pounner,
A gontammas, vel flemm eun naer,
Gwad tener e galon gant ar studi brêvet :
War e damm korf dister e trec’has ar c’hléñved,
Hag eun devez diou wech c’houero,
Gant an Ankou trubard skôet pell diouz e vro,
War e dro eur mignon hepken,
Ar barz, vid er bed-mañ, davas da virviken.

Met, galvet gant ar Vrezoned,
E gorf kêz a c’hallas donet
War e giz, ha setu penôz e tistrôas
D’ober e gousk amañ [1], dindan gwarez ar Groaz

  1. En bered ar Garnel, en Oriant.