Malloz d’id, kêr Bariz, lonkerez Brezoned !
Te jach anê ganid, hag o rent bruzunet.
Eur mab speredet kaer he devoa Breiz-Izel,
Hag an evoa c’hoantaet, siouaz ! he dilezel.
Perak ? — Doue dle gout : me gred e vê pep dén
Boutet gant eun ael du war zu e blanedenn.
Darn a lavar ive ne vê ’med en Pariz
Al labouriou spered paëet hervez o friz,
Hag ez eo hon mamm Breiz kalz re dano hec’h yalc’h
Vit gallout er sort traou lakat arc’hant awalc’h.
Gwir eo, Breiz paour na baë nemet gant he c’halon :
Ma ne teus ken micher nemet kana pe zon,
Forz pegen brao da vouez, pegen kaer da spered,
En Breiz out zur a vél [1], zur a vara n’out ket.
Heman ’ta, pa glaskas beva gant e bluenn,
Réñkas mont da Bariz, bro ar skrivagnerien,
Hag elec’h chom didrouz da ruza ’nei er gêr,
Kuitât vit kêr an aour e vro dous Landreger.
Met, kaer en doe mont pell, Breiz a begas outañ,
Chomet en e galon dremmet deus ar c’hoantañ ;
E zoñj na noz na de na drôas diwarni,
Kresket e garante dre nerz e velkoni.