Pajenn:Le Garrec - Moueziou an Abardaë-Noz.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —



Hag ar Boch n’eo ket tremenet,
O veañ ma oa astennet
A-dreuz d’an hent Brezoned vad,
Ruziet an douar gant o gwad ;
Ha birviken ne dremeno :
Brezoned all hen difenno.

Kouskit, harozed Breiz-Izel,
Sioul en ho kweleou brezel :
Ho puhe, vit m’eo bet re verr,
A zoug eur gentel hag eur skouer
A verko don a oad da oad,
Skrivet e lizerennou gwad.

23 a Vae 1920.


————