Pajenn:Le Garrec - Moueziou an Abardaë-Noz.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —



Met ar zoudard bihan, ha diouiziek ha paour,
Ha n’en doa da zifenn na dén, na tra nag aour,
Graet e zever gantañ hep gouzout vit petra,
Ha krog bremañ didrouz en e gousk diveza,
Goude beañ rôet vid ar Frans e vuhe,
Hennez eo ar brasa dirak lagad Doue.

12 C’houevrer 1918.


————