Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Garrec - Moueziou an Abardaë-Noz.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105—



Serret bremañ da virviken,
E zaoulagad na welfont ken
Na mamm na tad, na c’hoarezed,
Nag e Vreiz gant môr gourizet.

Met e donder kuñv he douar
Eo deût da gousket tal e c’hoar ;
Hag o daou er memez gwele
E tiskuizont eus o bale.

A-wejou seblant an avel,
Pa deu war o be da zevel,
Damanti da vleuniou ken kaer
Bet kutuilhet ’rôg an amzer.


————