Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Kanaouennou kristen, 1889.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —



2.

Da eur feunteun brudet pell, eur vaouez a dostaz
Hep anaout ar Zalver, he druez hag he c’hras.
Deuet evit tenna dour, leun a bec’hed c’houero,
E kavaz eno raktal, dour euz eur feunteun veo.

3.

Komzou an estranjour-ze a dreuzaz he c’haloun,
Hec’h ourgouil oe diskaret dre druez, tra eston,
An donezon a Zoue zo brema, anat mad,
Brasoc’h oa ’n estranjour ze evit Jakob he zad.

4.

Raktal e redaz buhan da c’hervel tud kear holl,
Glac’haret oa o welet, re all o vont da goll
Deuet gwelet ’ta eun den, ar C’hrist, ar Zalver eo
Ganthan ema a-dra-zur, ar iec’hed an dour beo.

5.

Deuz Jesus, deuz ’ta da rei euz feunteun vad da c’hras.
An dour beo ze euz an env, ha tor hon zec’hed bras
Pa hor bezo-ni tanveet da beoc’h da garante,
Atao ’vidoud e vevfomp en tro pad hon bue.