Pajenn:Le Coat - Kanaouennou kristen, 1889.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —



2.

En Aviel hervez sant Jan
Ema an holl gomzou kaer man:
Goulet euz an Tad em hano
Hag e roio.
Kredomp hor Zalver, hon Aotrou
En he gomzou.

3.

Rag n’euz ket a zilvidigez
Mert dre Jesus, Mab ar Werc’hez,
Ganet n’eur c’hraou en disterder.
O ma Zalver!
Eno e oaz bet adoret
Gant ar majet.

4.

Ha ragtal ’vel ma oaz ganet,
Aele an env oa diskennet,
Er parkeier da lavaret
D’ar bastored:
Penaoz oa da hano santel
Emmanuel.

5.

An hano ze a zinifi:
Ema Doue ganeomp-ni
Hen eo hon Mest, hon Erbeder
Hag hor Zalver
Hen euz prenet demp ar repos
Er baradoz.