1. En Bethlehem, kearig dister
Er zioula nozvez
Gant pastored er parkeier,
Burzud n’em gavez.
N’ho pezet ket aon pastored,
Dei oe lavaret,
En kear David, ema ganet
Krist, Zalver ar bed.
2. Ar bastored, war ho genou
Oa en em daolet,
Gant ar spont en ho goaziou
Komz na c’hellent ket.
Dei adare oe lavaret;
Jesus zo ganet,
En eur c’hraou dister e kavfet
Gwir Zalver ar bed.
3. Kerkent e klevjont o kana
Eur vanden aele:
Gloar da Zoue en huela
Er gwella doare.
Ajouti reaz an aele
A beurz ar C’hrouer:
Euz a Zoue ar volonte
Eo Zalvi ’r pec’her.
4. Petra zinifi kement ma?
’Me ar bastored,
Sklerijen, aele o kana,
Demp-ni da welet.
Neuze eun ael dei a laras:
Jesus a gavfet
En eur manjouer, bihan c’hoas,
Ema mailluret.
5. Kavet ho devoa ’ta eno
Ar C’hrist prometet.
Ar Zalver mad, ho gwir Aotrou,
Dasprener ar bed.
En-han vo brema ho c’hreden
En pad ho bue,
Karout raint ar bugel bihan
Ho Zalver ez e.