Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/817

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

HABAKUK, 2.

Sevel a ra anezhei en he roued,
Ho dastum a ra en he lasou ;
Dre ze eo en em laouena hag he triomf ;
16 Dre ze eo he sakrifi d’he roued,
Hag he kinnig ar parfum d’he lasou,
Rag drezhei eo lard he lod,
Hag he vevans mad.
17 Golonteri a raio evit ze he roued,
Evit laza da viken hep truez ar broadou ?



2 EN em derc’hel a rin en gward em fost,
Hag en em lakain var ar c’hrenv,
Hag evesaat a rin da welet ar pez a lavaro d’in,
Hag ar pez am bezo da respount d’am c’hlem.
2 Hag an Aotrou a respountaz d’in hag a lavaraz :
Skriv ar welidigez,
Ha grav anezhi var daolennou,
Evit ma vezo lennet eazet :
3 Rag eur welidigez eo pehini a zo c’hoaz evit eun amzer diverket.
Mont a ra d’an achu, ha ne c’haouiado ket,
Mar dale, gortoz anezhi ;
Rag eruout a raio a-dra-zur, ne zaleo ket.
4 Setu, ine an hini en em sav n’eo ket eeün ennhan ;
Mes ar just a vevo dre he feiz.
5 Hag ouc’hpenn, ar gwin a zo truchul,
An den roguz n’en em dalc’h ket zioul ;
Ledanaat a ra he ine evel ar bez,
Drouk gwalc’huz eo evel ar maro ;
Dastum a ra d’he gaout an holl vroadou,
Hag he laka dindanhan an holl boblou.
6 Ar re ze holl ha ne rafont int ket lavarou divar he benn,
Goaperezou ha divinadennou ?
Lavaret he vezo :
Drouk-eur d’an hini a zastum ar pez n’eo ket dezhan,—
Bete pegeit ?—
7 Ha piou a vern varnezhan gobrou !
Na savfont int ket prest, ar re a grogo ennout ?
Na zifunfont int ket evit da drubuliet ?
Ha te a zeuo ho frei.
8 Abalamour ma hec’h euz pillet kalz a vroadou,
Holl nemorant ar boblou a billo ive ac’hanout,
Abalamour da lazerez an dud
Ha d’ar violans groet d’ar vro,
Da gear ha da gement a zo ennhi.
9 Drouk-eur d’an hini a zastum evit he di gobrou direiz,
Abalamour da lakaat he nez en eul lec’h huel,
Evit tec’hel euz taperez ar glac’har !
10 Evit dismegans da di eo hec’h euz kemeret kuzul,
O tistruja poblou niveruz,
Hag hec’h euz pec’het a enep da ine.
11 Rag euz ar voger ar mean a gri,
Hag euz ar c’hoadach an treust a respount dezhan.
12 Drouk-eur d’an hini a sav keariou gant goad,
Hag a zoli keariou var an drougiez !
13 Setu, n eo ket dre volonte Aotrou an armeou he labour
Ar boblou evit an tân,
Ha ma en em skwiz ar broadou evit an netra ?
14 Rag an douar a vezo leuniet euz anaoudegez gloar an Aotrou,
Evel fons ar mor gant an doureier hen golo.
15 Drouk-eur d’an hini a laka he nesa da eva,
D’id-te pehini a skul dezhan da goler hag a vezv anezhan,
Evit gwelet he noazder !
16 Leuniet he vezi a vez kentoc’h evit euz a c’hloar.
Ev ive, te, hag en em dizolo !
Kalei tu deou an Aotrou a raio an dro beteg ennout,
Hag an dismegans a vezo var da c’hloar !
17 Rag ar violans groet d’al Liban a adkwezo varnout,
Hag an distruj pehini a spount al loened,
Abalamour da lazerez an dud
Ha d’ar violans groet d’ar vro,
Da gear ha da gement a zo ennhi.
18 Da betra he servich an imaj kizellet, ma ra ar c’hizeller anezhan ?
Da betra he servich an imaj teuet, doktor ar gaou,
Evit ma laka al labourer hen deuz he c’hroet he fizians ennhan,
Oc’h ober idolou mud.
19 Drouk-eur d’an hini a lavar d’ar c’hoad : Dihun-te !
Ha d’ar mean mut : Sav-te !
Kelen a raio ?
Setu, goloet eo euz a aour hag a arc’hant,
Ha n’euz spered ebet ennhi !

811