Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/709

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 50.

Sedesias, roue Juda, er c’homzou ma :

35 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Setu, ez an da derri gwarek Elam,
Ho nerz vrasa.
36 Hag e lakain ar pevar avel da zont a enep da Elam, euz pevar fenn an envou ;
Ha me a sklabezo anezhei gant an holl avelou ze,
Ha ne vezo ket a vroadou
El lec’h na zeuo ket a dec’herien euz Elam.
37 Me a raio ma vezo an Elamited spouronet dirag ho enebourien
Ha dirag ar re a glask ho buez ;
Hag e tigasin varnezhei an drouk-eur,
Arder va c’holer, a lavar an Aotrou ;
Hag e kasin var ho lerc’h ar c’hleze,
Bete ma em bezo kuzumet anezhei.
38 Hag e lakain va zrôn en Elam,
0Hag e tistrujin ar rouane hag ar chefou anezhan,
A lavar an Aotrou.
39 Mes c’hoarvezout a raio en deiziou diveza ma kerc’hin esklaved Elam,
A lavar an Aotrou.


50 AR gir a ziskleriaz an Aotrou a enep Babilon, a enep bro ar Galdeed, dre Jeremi, ar profed.

2 Diskleriet kement se en ti ar broadou, hag embanet anezhan ;
Savet ar banier !
Embanet anezhan, na guzet netra ;
Lavaret : Babilon a zo kemeret ; Bel a zo mezeket : Merodak a zo torret ;
He idolou a zo mezeket, hag he zoueou faoz a zo torret !
3 Rag eur vroad a bin a enep dezhi euz an hanter-noz ;
Lakaat a raio he bro en glac’har,
Ha ne vezo den da choum ennhi.
Kement ho deuz tec’het an dud evel al loened ; eet int kwit.
4 En deiziou se hag en amzer ze, a lavar an Aotrou,
Bugale Israel ha bugale Juda zistroio asamblez ;
Bale a rafont en eur wela,
Ha klask a rafont an Aotrou ho Doue.
6 En em c’houlen a rafont divarben hent Sion ;
Trei a rafont entrezek ennhi ho zellou :
Deuet, en em roet d’an Aotrou,
Dre eur gonvenans peur-baduz pehini na vezo ken ankouezet.
6 Va fobl a zo evel denved dianket :
Ho meserien a zianke anezhei, hag a lakae anezhei da gerset dre ar meneziou.
Mont a reent euz venez en krec’hien,
Hag e c’hankouezent ho c’hraou.
7 Ar re holl a gave anezhei ho devore,
Hag ho enebourien a lavare : Ni ne vefomp ket koupabl,
Pa eo gwir ho deuz pec’het a enep an Aotrou, choumaj ar reizted,
A enep an Aotrou, esperans ho zadou.
8 Tec’het euz Babilon, tec’het euz bro ar Galdeed,
Ha bezet evel ar bouc’hed pere a ia dirag an tropel !
9 Rag setu, me a ia da sevel ha da lakaat da zont a enep Babilon,
Euz bro an hanter-noz, eur vanden vroadou bras,
Pere en em renko en brezel a enep dezhi, hag e vezo kemeret.
Ho mirou a vezo evel reou eur brezelier ijinuz :
Ne zistrofont ket en golo.
10 Hag ar C’halde a vezo lekeat er pillach ;
Ar re holl a billo anezhi a vezo leuniet, a lavar an Aotrou.
11 Abalamour ma oc’h-hu en em laouenaet, abalamour ma oc’h-hu el levenez o tistruja va heritach,
Abalamour ma oc’h euz lampet gant joa evel eun ouner er ieot,
Ha ma hoc’h euz gouriniet evel kezek gallouduz,
12 Ho mam a zo goloet a vez,
An hini hen deuz ho ganet a vez.
Setu, eo an diveza euz ar broadou :
Eun distro, eun douar sec’h, eul lannek.
13 Abalamour da goler an Aotrou, ne vezo ken tudet,
Hag holl ne vezo nemert glac’har ;
Piou benag a dremeno tost da Vabilon
A vezo souezet, hag a c’hwitello abalamour d’he c’holl gouliou.
14 En em renket en brezel endro da Vabilon, c’hwi holl pere a vant ar gwarek.
Tennet a enep dezhi, ha n’espernet ket ar mirou ;
Rag pec’het e deuz a enep an Aotrou.

701