Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/703

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 45, 46.

an armeou, Doue Israel : C’hwi hag ho kragez, hoc’h euz komzet euz ho kenoiou, ha gant ho taouarn e rit ; lavaret e ret : A-dra-zur ni a raio ar gwestlou hon euz groet, da ginnik parfumou da rouanez an envou ha da ober dezhi skuliadurezou ; kenstarda mad a refet ho gwestlou, hag ober a refet anezhei a boent da boent ! 26 Dre ze, selaouet gir an Aotrou, c’hwi holl, tud Juda, pere a choum en bro an Ejipt : Setu, me a dou dre va hano bras, Hen deuz lavaret an Aotrou, va hano ne vezo ken galvet en holl vro an Ejipt dre c’henou den ebet euz Juda, pehini a lavarfe : An Aotrou, an Aotrou a zo beo ! 27 Setu e velian varnezhei, evit ober drouk ; ha nan vad ; hag holl dud Juda pere a zo en bro an Ejipt a vezo kuzumet dre ar c’hleze ha dre ar gernez, ken na vezo ken hini anezhei. 28 Hag ar re ho devezo tec’het euz ar c’hleze a zistroio euz bro an Ejipt da vro Juda en niver bihan meurbed ; mes an holl nemorant euz Juda, ar re holl a zo deuet da vro an Ejipt evit choum ennhi, a anavezo pez gir eo a choumo, va hini pe ho hini. 29 Ha kement ma a zervicho da zin deoc’h, a lavar an Aotrou, ma kastiin ac’hanoc’h el lec’h ma, evit ma c’hanavefet penaoz va c’homzou en em raio a-dra-zur evit ho gwal-eur ; 30 evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Setu, ez an da livra Faraon Hofra, roue an Ejipt, entre daouarn he enebourien hag ar re pere a glask he buez, evel ma em euz livret Sedesias, roue Juda, entre daouarn Nebukadnetsar, roue Babilon, he enebour, pehini a glaske he vuez.


45 GIR Jeremi, ar profed, diskleriet da Varuk, mab Nerija, pa skrive en eul levr ar c’homzou ma, dindan lavar Jeremi, ar bevare bloaz euz a Jehojakim, mab Jozias, roue Juda. 2 Lavaret a reaz : Evelhen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel, divar da ben, Baruk ! 3 Te a lavar : Gwal-eur d’in ! rag an Aotrou a laka glac’har em foan ; en em skwiza a ran oc’h irvoudi, ha ne gavan ket a ziskwiz !

4 Lavaret a ri eta dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Setu ama, ar pez em euz savet, e ziskar a ran ; ar pez em euz plantet, he denna a ran, da lavaret eo, ar vro holl ma. 5 Ha te, ha klask a rafez-te traou bras ? Ne glask ket anezhei ; rag setu me a ia da lakaat ar gwall-eur da zont var bep kig, a lavar an Aotrou ; mes me a roio d’id da vuez evit lod, en holl lec’hiou ma ez i.


46 GIR an Aotrou, pehini a oa diskleriet da Jeremi, ar profed, evit ar broadou,—2 divarben an Ejipt, divarben arme Faraon-Neko, roue an Ejipt, pehini a oa tost da rivier an Eufrat, en Karkemish, ha pehini a oe kannet gant Nebukadnetsar, roue Babilon, ar bevare bloaz euz Jehojakim, mab Jozias, roue Juda.

3 Kempennet an diren hag ar skoed,
Ha taostaet d’ar gann !
4 Staget ar c’hezek,
Ha c’hwi, marc’herien, piniet !
En em diskwezet gant an togou,
Netaet ho gwafou,
Gwisket ho gwirasennou !....
5 Petra a welan ? Spountet int ; trei a reont ho c’hein ;
Ho zud krenv a zo lekeat a damou ;
Hag e tec’hont hep sellet var adren ;
Ar spount a zo a bep tu, a lavar an Aotrou.
6 Ra na dec’ho ket ar skanva,
Ha ma na dec’ho ket ar c’hrenva !
En hanter-noz, var vord rivier an Eufrat,
E vransellont hag e kouezont !
7 Piou eo an hini a bin evel an Nil,
Hag a bere an doureier en em froum evel ar rivierou ?
8 An Ejipt eo. Piniet a ra evel an Nil ;
He doureier a froum evel ar rivierou ;
Lavaret a ra : Piniat a rin ; golo a rin an douar ;
Distruja a rin ar c’heariou hag ar re a choum ennhei.
9 Piniet, kezek ; kirri, en em vuaneet !
Ha ma en em diskouezo ar re galounek ;
Re Gush ha re Put pere a finv an diren,
Hag al Ludianed pere a finv hag a vant ar gwarek !
10 An deiz ma a zo d’an Aotrou, da Aotrou an armeou ;
Eun deiz a vanjans eo, evit en em vanji euz he enebourien.
Ar c’hleze a zevoro, a vestronio,
En em vezvo euz ho goad ;
Rag beza e zo eur sakrifis d’an Aotrou, Aotrou an armeou,
En bro an hanter-noz, var vordou an Eufrat.

695