En hevelep doare ma n’hen devezo mab ebet da ren var he drôn,
Kenkoulz ha va c’honvenans gant al Levited, ar sakrifierien, pere a ra va zervich.
22 Evel ma ne heller ket niveri arme an envou,
Na muzuri treaz ar mor
Evel se e kreskin lignez David, va zervicher,
Hag al Levited pere a ra va zervich.
23 Gir an Aotrou a oa c’hoaz diskleriet da Jeremi, er c’homzou ma :
24 N’ec’h euz-te ket gwelet pez langac’h a zalc’h ar bobl ma,
O lavarout : An diou famil Hen doa an Aotrou dibabet, Hen deuz taolet kwit ?
Evel se e tisprijont va fobl,
En hevelep doare penaoz d’ho daoulagad n’int ken eur vroad.
25 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Ma n’em euz ket groet va c’honvenans gant an deiz hag an noz
Ha ma n’em euz ket lakeat lezennou an envou hag an douar,
26 E taolin ive kwit lignez Jakob ha David, va zervicher,
Evit tremen hep kemer euz he lignez ar re a reno
Var lignez Abraham, Isaak ha Jakob.
Rag kerc’het a rin ho esklaved, ha truez em bezo outhei.
34 AR gir a oe diskleriet er c’homzou ma da Jeremi, a beurz an Aotrou, pa oa Nebukadnetsar, roue Babilon, hag he holl arme, holl rouantelezou an douar renet dre he zorn, hag an holl boblou, a vrezelie a enep Jerusalem hag a enep he holl c’heariou ; 2 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Kea, ha komz da Sedesias, roue Juda, ha lavar dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Setu, ez an da lakaat ar gear ma en daouarn roue Babilon hag e tevo anezhei. 3 Ha te, te na dec’hi ket euz he zorn ; rag a-dra-zur kemeret e vezi, ha livret e vezi entre he zaouarn ; ha da zaoulagad a welo daoulagad roue Babilon, ha komz a raio ouzit genou euz genou ha mont a ri da Vabilon. 4 Koulskoude, selaou gir an Aotrou, Sedesias, roue Juda ! Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Na varvi ket dre ar c’hleze. 5 Mervel a ri er peoc’h, hag evel ma e zo bet devet parfumou evit da dadou, ar rouane pere a zo bet araog d’id, e vezo devet ive evidout ha gwelet e vezo d’id, o lavarout : Alaz, Aotrou ! Rag disklerietem euz ar gomz ze, a lavar an Aotrou.
6 Jeremi, ar profed, a ziskleriaz an holl gomzou ma da Sedesias, roue Juda, en Jerusalem. 7 Hag arme roue Babilon a vrezelie a enep Jerusalem hag a enep holl geariou Juda pere a vane, a enep Lakiz hag a enep Azeka ; rag beza oant ar c’heariou krenv pere a vane a douez keariou Juda.
8 Ar gir a oe diskleriet gant an Aotrou da Jeremi, goude ma hen doe ar roue Sedesias groet allians gant holl bobl Jerusalem, evit emban al liberte en ho zouez, 9 ha ma kasche pep hini kwit libr he zervicher hebre ha pep hini he zervicherez hebre, ha ma ne lakaje den da esklav ar Judeo, he vreur. 10 An holl chefou hag an holl bobl a oe eat en allians se, en em gargaz da gas libr pep hini he zervicher ha pep hini he zervicherez, hep ho derc’hel ken en esklavach. Senti a rejont hag e kaschont anezhei kwit. 11 Mes goude e trojont a ali, hag e lekejont da zistrei ho zervicherien hag ho zervicherezed, pere ho doa kaset kwit libr, hag e vestronichont anezhei evel servicherien ha servicherezed.
12 Neuze gir an Aotrou a oe diskleriet da Jeremi, er c’homzou ma : 13 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Groet em euz eur gonvenans gant ho tadou en deiz ma tenniz anezhei euz an Ejipt euz ti an esklavach, hag e lavariz dezhei : 14 Aben seiz vloaz, e kasfet kwit pep hini ac’hanoc’h ho preur hebre pehini a vezo bet gwerzet deoc’h. Servichi a raio ac’hanout c’hwec’h vloaz ; neuze e kasi anezhan libr d’he di. Mes ho tadou n’ho deuz ket selaouet ac’hanoun na prestet ho skouarn. 15 Koulskoude e oac’h distroet hirie ; groet ho poa ar pez a zo eeün d’am daoulagad, oc’h embann pep hini liberte he nesa ; hag ho poa groet konvenans dirazoun, en ti var behini eo galvet va hano. 16 Mes troet oc’h euz a ali, hag oc’h euz profanet va hano, oc’h ober distrei pep hini he zervicher ha pep hini he zervicherez, pere ho poa kaset kwit libr hag evit beza dezhei ho unan ; hag oc’h euz groet dezhei beza ho servicherien hag ho servicherezed.