Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/678

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 23.

Na vezo ket gwelet dezhan, o lavarout :
Alaz, va breur ! alaz, va c’hoar !
Ne vezo ken klemmet, o lavarout :
Alaz, Aotrou ! alaz, he vajeste !
19 Sebeliet e vezo en bez eun azen ;
Stlejet ha taolet e vezo er meaz a zoriou Jerusalem.
20 Pin d’al Liban, ha kri ;
Sav da vuez var Basan ;
Ha kri euz menez Abarim !
Rag ar re holl a garie ac’hanout a zo distrujet.
21 Komzet em euz ouzit en da euriou mad ;
Lavaret ec’h euz : Ne zelaouin ket !
Evel se ema da drein adaleg da iaouankiz :
N’ec’h euz ket selaouet va mouez.
22 An avel en em beuro euz ar re holl a beur ac’hanout,
Hag ar re a gar ac’hanout a ielo en esklavach.
A-dra-zur neuze e vezi mezek hag en dismegans,
Abalamour da c’holl drougiez.
23 Te pehini a choum el Liban
Hag a ra da neziou er gwez sedr,
Ma vezi da glem pa zeuo ar glac’hariou hag an ankroez varnout,
Evel d’ar vreg en poan.
24 Me a zo beo ! a lavar an Aotrou ;
Ha pa vefe Konia, mab Jehojakim, roue Juda,
Eur c’hachet em dorn deou, —
Me a denno ac’hanout ac’hane !
25 Livra a rin ac’hanout en daouarn ar re a glask da vuez,
En daouarn ar re a bere ar brezans a ra aoun d’id,
Hag entre daouarn Nebukadnetsar, roue Babilon,
Hag entre daouarn ar Galdeed.
26 Teurel a rin, ac’hanout ha da vam pehini he deuz da c’hanet,
Er vro all en pehini n’hoc’h ket ganet,
Hag eno eo e varvfet.
27 Ha divarben ar vro ma c’hoanta ho ine distrei dezhei,
Ne zistrofont ket.
28 Beza ema eo eta, ar C’honia ze eur vesel da deurel a goste, lakeat a dammou ?
Eur besel pehini ne ra ken a blijadur ?
Perag int-hi taolet, hen hag he lignez,
Sklapet en eur vro ne anavezont ket ?—
29 O douar, douar, douar !
Selaou gir an Aotrou.
30 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Merket an den ze evel hep bugale,
Evel eun den pehini ne brospero ket en he zeiziou ;
Rag euz he lignez
Den ne hello azeza var drôn David,
Na ren c’hoaz var Juda.

23 Gwal-eur d’ar bastored pere a zistruj hag a sklabe
Tropellou va feuri ! a lavar an Aotrou.
2 Abalamour da ze evelhen a lavar an Aotrou, Doue Israel,
Divarben ar bastored a beur va fobl :
Sklabezet oc’h euz va denved ; ho c’haset hoc’h euz kwit,
Ha n’hoc’h euz ket gwelet anezhei.
Setu, ez an da gastia varnoc’h drougiez hoc’h oberiou,
A lavar an Aotrou.
3 Dastum a rin an nemorant euz va denved,
Euz an holl broiou em bezo ho c’haset kwit.
Hag e tistroin anezhei d’ho feuriou,
Hag e vefont produuz hag e niverfont.
4 Lakaat a rin varnezhei pastored pere ho feuro ;
N’ho devezo ken a zoujans nag a spouron,
Ha ne vano hini anezhei, a lavar an Aotrou.
5 Setu, an deiziou a zeu, a lavar an Aotrou,
En pere e savin da Zavid eun diouan reiz.
Rena a raio en roue ; prosperi a raio,
Hag e raio an eeünder hag ar reizded var an douar.
6 En deiziou ze Juda a vezo zalvet,
Hag Israel a choumo en assurans ;
Ha setu ama an hano a behini e vezo galvet :
An Aotrou hon reizded.
7 Dre ze, setu ama, an deiziou a zeu, a lavar an Aotrou,
Ma ne vezo ken lavaret : An Aotrou a zo beo,
Hen pehini Hen deuz lekeat da biniat
Bugale Israel euz bro an Ejipt ;
8 Mes : An Aotrou a zo beo, hen pehini Hen deuz lakeat da biniat ha distroet lignez ti Israel euz bro an Hanter-noz,

670