Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/675

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 20.

4 Abalamour ma ho deuz dilezet ac’hanoun, ha profanet al lec’h ma,
Ha ma ho deuz kinniget ennhan ezans da zoueou all,
Pere nag int, nag ho zadou, na rouane Juda n’ho doa anavezet ;
Ha ma ho deuz leuniet al lec’h ma a oad didamall,
Ha savet lec’hiou huel da Vaal,
5 Evit devi en tân ho mibien, en sakrifis-losk da Vaal,
Ar pez n’em euz ket gourc’hemennet, hag a behini n’em euz ket komzet,
Hag en pehini n’em euz biskoaz sonjet.
6 Dre ze, setu, an deiziou a zeuo, a lavar an Aotrou,
Ma ne vezo al lec’h ma hanvet ken Thofeth, na traounien mab Hinnom,
Mes galvet e vezo traounien al lazerez.
7 Ha kas a rin da netra el lec’h ze kuzul Juda ha Jerusalem ;
Lakaat a rin anezhei da gweza dre ar c’hleze dirag ho enebourien,
Ha dre zorn ar re a glask ho buez,
Ha me a roio ho c’horfou da voued
Da evned an envou ha da loened an douar.
8 Hag e rin euz ar gear ma eun dra a eston hag a oaperez ;
Piou benag a dremeno en he c’hichen
A vezo souezet hag a c’hwitello abalamour d’he holl c’houliou.
9 Ha me a lakao anezhei da zibr kig ho mibien ha kig ho merc’hed ;
Hag e tebrfont kig an eil egile,
Er c’helc’h hag er stad ma lakao ho enebourien anezhei,
Hag ar re a glask ho buez.
10 Goude e torri ar besel dindan daoulagad ar re pere a zo eet ganez.
11 Hag e lavari dezhei :
Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Bruzuni a rin evelhen ar bobl hag ar gear ma,
Evel ma vruzuner besel eur poder,
Pehini ne hell ket beza fichet ;
Ha hep plas evit sebelia, e sebelifer en Thofeth.
12 Evel se a rin d’al lec’h ma, a lavar an Aotrou, ha d’he zud ;
Lakaat a rin ar gear ma henvel euz Thofeth.
13 Ha tiez Jerusalem ha tiez rouane Juda
A vezo dibur evel lec’h Thofeth,
An holl diez var doennou pere ho deuz kinniget parfumou
Da holl arme an envou,
Ha groet skuliadurezou da zoueou all.


14 GOUDE Jeremi a zistroaz euz Thofeth, el leac’h ma Hen doa an Aotrou kaset anezhan da brofetiza ; hag en em dalc’haz en he za en leur ti an Aotrou, hag e lavaraz d’an holl bobl : 15 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Setu, me a ia da lakaat da zont var ar gear ma, ha var he holl geariou, an holl drouk em euz diskleriet a enep dezhi, abalamour ma ho deuz reudet ho gouzouk, evit na selaoujent ket va c’homzou.


20 Neuze Pashur, mab Immer, sakrifier mestr ti an Aotrou, a glevaz Jeremi, o profetisa an traou ze. 2 Ha Pashur a skoaz ar profed Jeremi, hag a lakeaz anezhan er prizoun pehini a oa en nor huela a Venjamin, en ti an Aotrou.

3 Mes, an deiz varlerc’h, Pashur a lakeaz Jeremi er meaz euz ar prizoun. Ha Jeremi a lavaraz dezhan : An Aotrou n’Hen deuz ket galvet ac’hanout Pashur, mes Magor-Missabib ! 4 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Setu, me a livro ac’hanout d’ar spount, te ha da holl vinioned ; kweza a rafont dre gleze ho enebourien, ha da zaoulagad a welo anezhei. Me a livro ive Juda holl entre daouarn roue Babilon. Ho dizougen a raio da Vabilon, hag e skoio anezhei gant ar c’hleze. 5 Ha me a roio holl binvidigezou ar gear ma, hag he holl labour, ha kement holl e deuz a brisiuz, livra a rin holl denzoriou rouane Juda entre daouarn ho enebourien, pere a billo anezhei, ho zavo hag ho dizougo da Vabilon. 6 Ha te, Pashur, hag ar re holl a choumo en da di, a ielo en esklavach. Mont a ri da Vabilon, hag eno te a varvo ; eno e vezi sebeliet, te ha da holl vinioned, da bere ec’h euz profetiset ar gaou.

7 O Aotrou ! va gounezet ec’h euz,
Ha lezet em euz va gounid ;
Kroget ec’h euz ennoun, hag ec’h euz gounezet.
Beza oun eun dra a oaperez bep deiz ;
Pep hini a ra goab ac’hanoun.

667