Hag em euz lakeat da zont varnezhei holl gomzou ar gonvenans,
Em euz gourc’hemennet dezhei miret ha pehini n’ho deuz ket miret.
9 Hag an Aotrou a lavaraz d’in :
Beza ez zo eun emglev entouez tud Juda
Hag entouez tud Jerusalem.
10 Distroet int da zrougiezou ho zud koz,
Pere n’ho deuz ket goulennet heul va c’homzou,
Hag int eet varlerc’h doueou all evit ho servichi.
Ti Israel ha ti Juda ho deuz torret va c’honvenans,
Pehini em euz groet gant ho zadou.
11 Dre ze, a lavar an Aotrou evelhen :
Setu, ez an da zigas varnezhei eur boan
A behini n’helfont ket tec’hel ;
Krial a refont entrezek ennoun,
Mes na zelaouin ket anezhei.
12 Ha keariou Juda ha tud Jerusalem
A ielo da grial entrezek doueou da bere e kinnigont ar parfumou ;
Mes na savetafont ket anezhei en amzer ho drouk-eur.
13 Rag, o Juda ! kement a zoueou ec’h euz evel a geariou,
Ha, kement evel ma zo a ruou en Jerusalem, kement hoc’h euz savet aoteriou d’an euzusted,
Aoteriou evit kinnig parfumou da Vaal.
14 Ha te, na bled ket evit ar bobl ze,
Ne sav evithei na kri na peden ;
Rag ne selaouin ket anezhei, pa grifont entreze ennoun abalamour d’ho gwal-eur.
15 Petra e teufe va c’haret-mad da ober em zi ?
Ar vanden ma n’ema ket ennhan nemert evit ober ar faosentez !
Mes lemel a refer a zirazout ar gador sakr.
Pa rez an drouk, neuze eo en em zevez !
16 Olivezen c’hlaz, mad meurbed dre gaerded he frouez,—
Evel se he c’halve an Aotrou anezhi.
Da drouz eun drubul vras ec’h elum tân ennhi,
Hag he brankou a zo bruzunet !
17 Hag Aotrou an armeou, pehini hen deuz da blantet,
Hen deuz diskleriet ar boan en da enep,
Abalamour d’an drouk ho deuz groet dezhei ho unan ti Israel ha ti Juda,
Oc’h erezi ac’hanoun dre ho c’hinnig ezans da Vaal.
18 An Aotrou Hen deuz he roet da anaout d’in, hag em euz anavezet anezhan :
Neuze ec’h euz diskouezet d’in ho œuvrou.
19 Ha me, evel eun oan familier, pehini a gaser da laza,
Na wien ket ar sonjou fall a veditent a enep d’in :
Distrujomp ar wezen gant he frouez,
Ha kasomp anezhi kwit euz douar ar re veo,
Ha ma na vezo ken groet mennek euz he hano !
20 Mes Aotrou an armeou a zo eur barner reiz,
Pehini a furch kroazellou an dud hag ho c’halounou.
Diskouez a ri d’in ar vanjans a denni anezhei ;
Rag dizoloet em euz va c’hoz d’id.
21 Dre ze, an Aotrou Hen deuz lavaret evelhen a enep tud Anathoth,
Pere a glask da vuez ha pere a lavar :
Na brofetiz ket en hano an Aotrou,
Ha ne varvi ket euz hon dorn ;—
22 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Setu, ez an da gastia anezhei ;
An dud iaouank a varvo gant ar c’hleze ;
Ho mibien hag ho merc’hed a varvo dre ar gernez.
23 Ha ne vano netra anezhei :
Rag lakaat a rin da zont ar boan var dud Anathoth.
Er bloaz euz ho gwelidigez.
12 Te a choum reiz, o Aotrou, pa stourman ganez ;
Koulskoude e komzin euz a varnedigezou ganez.
Perag e teu da vad hent ar re fall ?
Perag ema en peoc’h ar re holl a ra fallentez ?
2 Plantet ec’h euz anezhei hag ho deuz kemeret griziou.
Mont a reont var araog, freuzi zoken a reont.
Taost out d’ho genou,
Mes pell euz ho c’haloun.
3 Mes te, Aotrou ! anaout a rez ac’hanoun,
Va gwelet a rez, hag ese a rez pehini eo va c’haloun en da genver.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/666
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 12.
658