Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/664

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 10.

18 Ma c’hastfont, ha ma tisklerfont varnomp eur werz :
Ha ma teuzo hon daoulagad en daerou,
Ma redo an dour euz hon malvennou.
19 Rag eur vouez a irvoud a ra he c’hlevet en Sion :
Pehini eo hon distruj !
Goloet omp a vez !
Rag dilezel a reomp ar vro ;
Rag diskaret eo hon choumajou !
20 Gragez, selaouet gir an Aotrou ;
Ha ma tigemero ho skouarn ar gomz euz he c’henou.
Kelennet d’ho merc’hed en em irvoudi,
Ha pep hini he gensortez da ober gwerziou !
21 Rag ar maro a zo piniet dre hon frenestou ;
Eet eo en hon falezou,
O laza ar vugale er ru,
Hag an dud iaouank er plasou publik.
22 Lavar : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Korfou maro an dud a gwezo
Evel teil var ar parkeier,
Hag evel eun dornat tamoez endreg ar vederien,
Hep ma vezo den d’ho dastum.
23 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Ra n’en em veulo ket ar fur euz he furnez ;
Ra n’en em veulo ket ar c’hrenv euz he nerz,
Ha ma n’en em c’hlorifio ket ar pinvidik euz he binvidigez.
24 Mes an hini en em c’hlorifi, ra er em c’hlorifio
Euz ma hen deuz skiant, ha ma c’hanavezo ac’hanoun,
Ha ma wio oun an Aotrou,
Pehini a ra an drugarez, an eeünder hag ar reizded var ar douar ;
Rag en traou ze eo e kemeran plijadur, a lavar an Aotrou.
25 Setu, an deiziou a zeu, a lavar an Aotrou.
Ma kastiin ar re holl n’int ket trodroc’het a galoun :
26 An Ejipt, Juda, Edom, bugale Ammon, Moab,
Hag ar re holl pere en em douz kerniel ho bleo
Hag a choum en distro.
Rag an holl vroadou a zo didrodroc’h,
Hag holl di Israel a zo didrodoc’h a galoun.

10 Selaouet ar gir Hen deuz an Aotrou diskleriet evidoc’h,
Ti Israel.
2 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Na zisket ket an doare da ober broadou ;
Ha na zoujet ket siniou an envou,
Abalamour ma touj ar broadou anezhei.
3 Rag skeudennou ar boblou n’int ken nemert mogeden.
Troc’ha a reer ar c’hoad er forest :
Dorn ar micherour a labour anezhan gant an hach ;
4 He gaeraat a reer gant arc’hant ha gant aour ;
He staga a reer gant tachou ha morzolou,
Evit na hijo ket.
5 Henvel int, an doueou ze, da eur peul groet tro da zro, ha ne gomzont ket.
Red eo ho dougen, abalamour ma ne hellont ket bale.
N’ho pezet ket a aoun dirazhei ; rag ne reont ket a zrouk
Evel ive ober mad n’ema ket en ho galloud.
6 Nikun n’euz henvel ouzit te, o Aotrou !
Te a zo bras, ha te ec’h euz eur brud vras a c’halloud.
7 Piou na zoujfe ket ac’hanout te, roue ar broadou ?
Rag kement se a zo dleet d’id.
Rag entouez ar re fura euz ar broadou
Hag en ho holl rouantelezou, nikun n’euz henvel ouzit.
8 Holl int a unvan fall ha diskiant.
Ar c’hoad ze ne gelen nemert lorc’hachou.
9 Arc’hant en plakou eo, digaset euz Tarsis, hag aour euz Ufaz ;
Labour eur c’hizeller ha daouarn eun orfedour.
Ar pourpr hag ar skarlad eo ho dillad ;
Holl int labour tud ijinuz.
10 Mes an Aotrou eo an Doue a wirionez ;
An Doue beo eo hag ar roue peurbaduz.
Dirag he goler an douar a gren,
Hag ar broadou ne hellont ket kenderc’hel he zrouk.
11 Lavaret a refeet evelhen dezhei :
An doueou n’ho deuz ket groet an envou hag an douar
A ielo da fall divar an douar, hag a zindan an envou !

656