Rag an Aotrou Hen deuz diskleriet an urz ze.
4 Ar vro a zo trist ha maro ;
An douar a zo maro ha dinerz ;
Re vras pobl ar vro a zo dinerz.
5 Ar vro a zo profanet gant he zud ;
Rag torret ho deuz al lezennou, violet ho deuz an urz,
Disc’hroet ho deuz ar gonvenans peur-baduz.
6 Abalamour da ze ar valloz a zevor ar vro,
Hag he zud a zoug ho foan ;
Dre ze tud ar vro a zo bet kuzumet,
Ha n’euz manet nemert gwal nebeut a wersed.
7 Ar gwin dous a wel, ar winien a ziners,
Ar re holl ho doa ar galoun joaus a huanad ;
8 Son joaus an taboulinou hen deuz paouezet,
Trouz ar joa a zo achuet,
Son joauz an delen hen deuz paouezet
9 Na ever ken a win en eur gana :
Ar servoas a zo c’hwero d’ar re a ev anezhi.
10 Distrujet eo, ar gear distro ;
Pep ti a zo zerret, n’ez eer ken ennhan.
11 Krial a reer er ruou abalamour ma vank ar gwin,
Pep joa a zo eet kwit ;
Joausted ar vro a zo eet kwit !
12 Na choum nemert glac’har en kear ;
An nor a gwez a damou dindan an taoliou !
13 Rag beza ema, en kreiz ar vro, entouez ar boblou,
Evel pa biler an olivez,
Evel an dastum rezin goude an dastumadek.
14 Mes ar re ma a sav ho mouez, leuskel a reont kriadennou a joa ;
Euz harzou ar mor e kanont majeste an Aotrou :
15 Glorifiet eta an Aotrou el lec’hiou ma c’hân ar sklerijen ;
Glorifiet hano an Aotrou Doue Israel, en enezennou ar mor !
16 Euz penn an douar e klevomp kana : Enor d’ar just !
Mes lavaret em euz : Kollet oun, kollet oun ! Gwal-eur d’in !
Al laeron a bill, al laeron en em vrasa er pillach !
17 Ar spouron, ar poull hag ar roued
A ia d’az tapout, den ar vro !
18 Hag an hini a dec’ho euz trouz ar spouron, a gwezo er poull ;
Hag an hini a vezo adpiniet euz ar poull, a gwezo er roued.
Rag ar sklujou d’an nec’h a zigor,
Ha zoliou an douar a gren.
19 An douar en em vruzun,
An douar a dor,
An douar a gren.
20 An douar a gren evel eun den mezo ;
Ija a ra evel eur gabanen ;
He fec’hed a bouez varnezhi ;
Kweza a ra, ha na zavo ket ken !
21 En deiz ze, an Aotrou a gastio, d’an nec’h, an arme d’an nec’h,
Ha var an douar, rouane an douar.
22 Dastumet e vefont esklaved en eur c’hachot,
Ha zerret er prizoun ;
Ha goude eun niver bras a zeiziou, e vefont kastiet.
23 Al loar a ruio,
Hag an heol a vezo mezek,
Pa reno Aotrou an armeou
Var menez Sion, en Jerusalem ;
Ha dirag he re ansien e lugerno ar gloar.
25 Aotrou, te eo va Doue !
Da enori a rin, meuli a rin da hano ;
Rag traou burzuduz ec’h euz groet.
Da c’hoantou groet aboe pell zo a zo zur ha fidel.
2 Rag lakeat ec’h euz ar gear en eur bern mein,
Hag ar gear nerzus en distruj ;
Kear an diavezidi n’eo ken eur gear ;
Ne vezo biken adsavet.
3 Abalamour da ze ar poblou galloudek az meulo ;
Keariou ar broadou spountuz a zoujo ac’hanout.
4 Rag bet out digemer an dinerz,
Digemer ar paour en he dristidigez,
He ziharz euz an tempest,
Eur skeud a enep an arne,
Pa ve c’houez ar re c’halloudek
Evel an tempest pehini a sko eur voger.
5 Diskar a rez kemesk an diavezidi,
Evel ar c’hrouez en eun douar sec’h ;
Evel ar c’hrouez dindan skeud eur goumoulen,
Kân ar re c’halloudek a zo izeleet.
6 Hag Aotrou an armeou a raio evit an holl boblou, var ar menez ma,
Eur banked kig dru,
Eur banked gwin kosviret,
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/611
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 25.
603