Pehini en em lezo da gaout truez, outhei, dre ho fedennou hag a iac’hao anezhei.
23 En deiz se, e vezo eun hent euz an Ejipt d’an Assiri ;
Ar Siried a zeuo en Ejipt, hag an Ejiptsianed en Assiri ;
Hag an Ejiptsianed gant an Assirian a zervicho an Aotrou.
24 En deiz ze, Israel vezo unanet, hen an drived,
D’an Ejipt ha d’an Assiri,
Benniget a unvan en kreiz an douar,
25 Hag Aotrou an armeou a vennigo anezhei, o lavaret :
Benniget ra vezo an Ejipt, va fobl,
Hag Assur, labour va daouarn,
Hag Israel, va heritach !
20 ER bloaz ma teuaz Tharthan da Asdod, kaset gant Sargon, roue Assiri, e kelc’hiaz Asdod hag e kemeraz anezhi ;
2 en amzer ze, an Aotrou a gomzaz dre Ezai, mab Amots, hag a lavaraz dezhan : Kea, distag ar sac’h euz da groazel, ha lam da voutou euz da dreid ; ar pez a reaz, o vont en noaz ha divoutou.
3 Neuze an Aotrou a lavaraz : Evel ma hen deuz Ezai, va zervicher, baleet en noaz ha divoutou, ar pez a zo eur zin hag eur merk a enep an Ejipt hag a enep an Ethiopi evit tri bloaz ; 4 evel se roue Assiri a zigaso he esklaved euz an Ejipt hag ar re gaset kwit euz an Ethiopi, tud iaouank ha koz, en noaz ha divoutou, ar c’hein dizolo, en mez an Ejipt.
5 Neuze e vefont souezet ha mezek divarbenn an Ethiopi, ho esperans, hag an Ejipt, ho gloar. 6 Ha den an hars se a lavaro, en deiz ze : Setu aze ar pez eo deuet da veza ar bobl en pehini ec’h esperomp, entrezeg pehini e redemp da glask sikour, evit beza delivret euz roue an Assiri ! Ha ni, penaoz e tec’hfomp-ni ?
21 PROFESI var distro ar mor.
Henvel euz arne ar c’hreizteiz pa dremen,
E teu euz an distro, euz ar vro spountuz.
2 Eur welidigez euzuz a zo bet diskleriet d’in.
An disleal a labour gant dislealded, hag ar glac’harer a c’hlac’har.
Elamited, piniet ! Meded, kelc’hiet !
Me a laka da baouez he holl irvoudou !
3 Dre ze va c’hroazellou a zo leuniet a c’hlac’har ;
Ankroezou a zo kroget ennoun,
Evel ankroezou an hini a c’hân ;
Ar poaniou am harz da glevet,
Ar spouron am harz da welet !
4 Va c’haloun a zo trubuliet ;
Ar spouron a zo kroget ennoun ;
Noz va flijadur a zo troet en noz a spouron....
5 Sevel a reer an daol ; ar zoudard a veil ; dibri a reer, eva a reer...
Sevet, kabitened ! Eoliet an diren ! . .
6 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Kea, plas ar gward ;
Ma tisklerio ar pez a welo.
7 Gwelet a ra marc’hegez, marc’herien var varc’h, daou ha daou ;
Marc’herien var ezen, marc’herien var chamoed ;
Evesaat a ra gant evez, gant evez vras.
8 Goude en em griaz, evel eul leon :
Aotrou, me en em dalc’he en evested var an tour enpad an deiz,
Me a oa em za em flas enpad an noz ;
9 Ha setu, e teue marc’herez, marc’herien daou ha daou !
Kemer a ra c’hoaz ar gomz hag e lavaraz :
Kwezet eo, kwezet eo, Babilon !
Hag holl skeudennou he doueou a zo bruzunet d’an douar !
10 O va fobl, gwiniz dornet, mac’het em leur !
Ar pez em euz klevet a beurz Aotrou an armeou, Doue Israel,
E ziskleriet em euz deoc’h.
11 PROFESI var Duma.
Krial a reer d’in euz Seir :
Geder, petra a zo euz an noz ?
Geder, petra a zo euz an noz ?
12 Ar geder a lavar :
Ar beure a zeu, hag an noz ive.
Mar fell deoc’h goulen, goulennet ;
Distroet c’hoaz.
13 PROFESI var an Arabi.
Tremen a refet an noz er c’hoajeier, en Arabi,
Bandennou reduz euz Dedan.
14Deuet digaset dour d’ar re ho deuz sec’hed,
Tud bro Thema.
Deuet araog an tec’her gant he vara.
15 Rag tec’hel a ra dirag ar c’hlezeier,
Dirag ar c’hleze noaz, dirag ar warek stiniet,
Dirag ar c’hrenv er gann.