Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/593

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 2.

23 Da brinsed a zo dizent ha kensorted laeron :
Holl e keront ar profou hag e redont varlerc’h ar gobrou ;
Na reont ket a eeünder d’ar minor,
Ha kaoz an intanvez na zeu ket beteg ennhei.
24 Abalamour da ze, setu ar pez a lavar an Aotrou, Aotrou an armeou,
Galloudek Israel :
Ah ! plijadur am bezo euz va stourmerien,
En em vanji a rin euz va enebourien !
25 Hag e lakain va dorn varnout te,
Adteuzi a ri da velklou evel gant zaon,
Hag e lamin kwit da holl stên.
26 Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwech all,
Ha da guzulerien evel ma oant er penn-kenta ;
Goude ze e vezi galvet kear ar reizter,
Kear fidel.
27 Sion a vezo adprenet dre ar reizter,
Hag ar re en em distroio dezhi, dre ar justis.
28 Mes ar re dizent hag ar bec’herien a vezo distrujet a unvan,
Hag ar re a zilez an Aotrou az ai da goll.
29 Rag mezeg e vefont abalamour d’an derwennou a geret ;
Ha ruzia a refet euz ar jardinnou a ra ho plijadur.
30 Rag beza e vefet evel an derwen a behini an delien a gouez,
Hag evel eur jardin pehini n’he deuz ket a zour.
31 An den nerzus a vezo stoup,
Hag he labour ar fulen ;
An eil hag egile a zevo asamblez,
Ha ne vezo den d’hen laza.


2 AR gir a oa diskleriet da Ezai, mab Amots, var Juda ha Jerusalem.

2 Eruout a raio, en deiziou diveza,
Penaoz menez ti an Aotrou
A vezo lakeat dreist ar meneziou,
Hag a zavo dreist ar c’hrec’hiennou ;
Hag an holl vroadou a ielo ennhan.
3 Ha meur a bobl a zeuo hag a lavaro :
Deuet ha piniomp da venez an Aotrou,
Da di Doue Jakob ;
Kelen a raio ac’hanomp euz he henchou,
Hag he valefomp en he wenojennou !
Rag al lezen a zeuo euz Sion
Ha gir an Aotrou euz Jerusalem.
4 Barna a raio entre ar broadou,
Hag e vezo an tredeek a veur a boblou.
Neuze he c’hôello euz ho c’hlezeier, souc’hiou,
Hag euz ho gwafiou, serpou ;
Eur vroad na zavo ket ar c’hleze a enep unan all,
Ha na ziskfer ken ar brezel.
5 Ti Jakob,
Deuet ha baleomp euz sklerijen an Aotrou !
6 Rag taolet ec’h euz kwit da bobl, ti Jakob,
Abalamour ma int leun euz a c’hiziou ar savheol
Hag en em roet d’an divinerez evel ar Filistined,
Ha ma en em unanont da vugale an diavezidi.
7 He vro a zo leun a arc’hant hag a aour,
Ha n’euz fin ebet d’he denzoriou ;
He vro a zo leun a gezek,
Ha n’euz fin ebet d’he girri.
8 He vro a zo leun a idolou ;
En em stoui a reont dirag labour ho daouarn,
Dirag ar pez ho deuz ho daouarn groet.
9 Hag an dud a zo izeleet hag ar re vras a zo diskaret :
Mes te na bardouni ket dezhei !
10 Kea er reier
Hag en em guz-te er boultren,
Evit tec’hel euz spount an Aotrou
Ha gloar he vajeste !
11 An den a zellou huel a vezo izelleet,
Hag an den ourgouilluz a vezo disprijet ;
Hag an Aotrou hepken a vezo bras en deiz se.
12 Rag Aotrou ar armeou Hen devezo he zeiz,
A enep kement a zo ourgouilluz ha raog,
Hag a enep kement en em zav, evit he izelaat ;
13 A enep holl sedrou al Liban, huel ha savot.
Hag a enep holl derwennou Bassan ;
14 A enep an holl veneziou huel,
Hag a enep an holl grec’hiennou savet,
15 A enep pep tour huel,
Hag a enep pep moger nerzus ;

585