Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/591

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

KANAOUEN AR C’HANAOUENOU, 8.

5 Da ben a zo savet evel ar C’harmel,
Ha bleo da ben a zo evel skarlat.
Eur roue a zo chadennet gant da vouklou.
6 Pegen kaer out, ha pegen dudiuz,
Va c’harante ha va flijaduriou !
7 Da vent a zo henvel euz eur balmezen,
Ha da ziouvron euz tokadou rezin.
8 Lavaret em euz : Piniat a rin var ar palmez,
Hag e krogin en he brankou ;
Ra vezo da vronou evidoun evel tokadou rezin,
Hag ar parfum euz da c’houez evel c’houez an avalou,
9 Ha da staon evel ar gwin mad,
Pe hini a red en faver va c'haret mad,
Ha pehini a laka da gomz muzellou ar re a gousk.

10 ME a zo d’am c’haret-mad,
Hag he c’hoant a dro var zu ennoun.
11 Deuz, va c’haret-mad, deomp d’ar parkeier,
Ha tremenomp an noz er billajennou.
12 Sevomp beure mad da vont d’ar gwiniennou ;
Ha gwelomp hag hen eo ar winien avanset,
Ha mar d’eo an tokad formet, hag ar grenadennou fleuriet ;
Eno eo e roin d’id va c’harantezou.
13 Ar mandragorou a losk ho c’houez,
Ha stok en hon dor ez euz pep frouez mad,
Freuz nevez ha re goz,
Pere em euz miret, o va c’haret mad !

8 Ra blijfe gant Doue ma vefez evel ma breur,
Savet gant bronou va mam !
Mont a rafen d’az kaout er meaz,
Pokat a rafen d’id, ha na vefen ket disprijet.
2 Da zigas a rafen ha da lakaat en ti va mam ;
Hag em c’helenfeez,
Ha me a rafe d’id eva gwin mesket a c’houez vad
Ha zun an avalou grenad.
3 Ra vezo he zorn kleiz dindan va fenn,
Ha ra boko he du deou d’in !
4 Me o ped stard, merc’hed Jerusalem,
Na zifunet ket, na zifunet ket ar garante,
Araog ma fello dezhi.

5 PIOU eo an hini a bin euz an distro,
Harpet goustadik var he garet-mad ?

DA zifunet em euz dindan eur wezen avalou,
Eno el lec’h ma hen deuz da vam da c'hanet,
Eno el lec'h ma hen deuz ganet ac’hanout an hini hen deuz roet an deiz d’id.
6 Laka ac’hanoun evel eur siel var da galoun,
Evel eur c’hachet var da vreac’h.
Ar garantez a zo nerzuz evel ar maro,
Hag ar jalouzi a zo kri evel ar bez ;
Ho fokou a zo pokou a dân
Hag eur flam a beurz an Aotrou.
7 Kalz a zour na helfe ket mouga ar garante,
Hag ar rivierou memeuz na helfent ket he beui ;
Ma rofe unan benag holl vadou he di evit ar garante ze,
A-dra-zur na vefe dalc’het kount ebet dezhan.

8 NI hon euz eur c'hoar iaouank,
Pehini n’eo ket c’hoaz bronek ;
Petra a rafomp-ni d'hor c'hoar
En deiz ma he enklaskfer ?

9 Mar be evel eur voger
Ni a zavo varnezhi touriouarc'hant ;
Mes mar be evel eun nor,
Ni he zerro gant eur planken sedr.

10 ME a zo eur voger,
Ha va bronou a zo evel touriou ;
Bet oun d’he zaoulagad evel an hini a gav ar peoc’h.
11 Salomon hen deuz bet en Baal-Hamon eur winien,
Pehini hen deuz roet da warded ;
Pep hini anezhei a dle dougen evit he frouez mil bez arc’hant.
12 Va gwinien, pehini a zo d’in, a zo dirazoun, e miret a ran,
O Salomon ! D’id-te ar mil bez arc'hant,
Ha daou c’hant d’ar re a vir ar frouez !

13 O TE, pehini a choum er jardinou,
Ar vinioned a zo selaouuz d’az mouez ;
Gra ma klevin anezhi !

14 VA c’haret-mad,
Tec’h kwit evel eun eiez, pe evel eiezik ar c'havr,
Var ar meneziou a c'houez vad.


————
583