Mes gortoz an den fall a ielo da netra.
29 Hent an Aotrou eo nerz an den eeün ;
Mes distruj oberourien ar fallentez eo.
30 An den just na vezo biken bransellet ;
Mes an dud fall na choumfont ket var an douar.
31 Genou an den just a broduo ar furnez,
Mes an teod fall a vezo lamet kwit.
82 Muzellou an den just a anavez ar pez a zo mad ;
Mes genou ar re fall n’eo nemert fallentez.
11 Ar valans faos a zo en euzusted d’an Aotrou ;
Mes ar bouez just a zo kavet mad ganthan.
2 An ourgouil ha deuet eo, kerkent he teu an dismegans ;
Mes ar furnez a zo gant ar re izel.
3 Reizder an dud eeün ho reno ;
Mes fallentez ar re fall ho distrujo.
4 Ar madou na zervichfont da netra en deiz ar goler ;
Mes ar reizder a zelivro euz ar mare.
5 Reizder an den eeün a blena he hent ;
Mes an den fall a gwezo dre he fallentez.
6 Reizder ar re eeün ho delivr ;
Mes ar re fall a zo kemeret dre ho malis.
7 Pa varo an den fall, he c’hortoz a ia da netra,
Hag esperans ar re violant a zo kollet.
8 An den just a zo delivret euz an dristidigez ;
Mes an den fall a gwez en he blas.
9 An den fall a revin he nesa dre he gomzou ;
Mes ar re wirion a zo delivret dre ar skiant.
10 Kear en em laouena euz a vad ar re just ;
Mes beta he ve eur ganaouen a joa pa varo ar re fall.
11 Ar gear a so savet dre vennoz an dud eeün ;
Mes diskaret eo dre c’henou ar re fall.
12 An hini a zisprij he nesa, a zo dibourveet a skiant ;
Mes an den prudant a dav.
13 An hini a ia en eur drouk-pedi, a ziskler ar sekret ;
Mes an hini hen deuz eur galoun laouen, he guz.
14 Ar bobl a gouez, dre vank a brudans ;
Mes an delivrans a zo en niver a dud a ali mad.
15 An hini a ra kred evit eun diaveziad, ne hell ket mankout da gaout poan ;
Mes an hini a gaso ar re a sko en dorn, a zo er zurded.
16 Ar vreg deread he deve enor
Hag an dud violant pinvidigezou.
17 An den mad oberuz a ra vad dezhan he unan ;
Mes an hini a zo kri a drubul he gorf he unan.
18 An den fall a ra eul labour hag a drompl anezhan ;
Mes ar gobr a zo lakeat d’an hini a had ar reizder.
19 Evel se ar reizder a gas d’ar vuez ;
Mes an hini a genred an drouk a glask ar maro.
20 Ar re ho deuz ar galoun troidelet, a zo en euzusted dirag an Aotrou ;
Mes ar re a vale en eeünder, a zo deread dirazhan.
21 Abred pe divezad, an den fall na choumo ket dinam ;
Mes ras ar re just a vezo delivret.
22 Eur vreg kaer, hag en em distro euz ar rezon,
A zo evel eur walen aour en min eur penn moc’h.
23 C’hoant ar re wirion n’eo nemert ar mad ;
Mes gortoz ar re drouk eo ar goler.
24 Eun nep a skul he vadou, pehini hen kresko c’hoaz muoc’h ;
Hag eun nep a zerro muoc’h evit n’eo red, hag a vezo en dienez.
25 An hini a zo mad oberuz a vezo leuniet,
Hag an hini a zoura, a vezo doureet ive he unan.
26 An hini a zalc’h an hed a zo milliget gant ar bobl ;
Mes ar vennoz a zo var benn an hini he werz.
27 An hini a adklask ar mad, a ra ervad ;
Mes an drouk a eruo gant an hini he glask.
28 An hini en em fiz en he binvidigez, a gwezo ;
Mes ar re just a c’hlasao evel an delien.
29 An hini na c’houarn ket he di gant urz, hen devezo an avel evit heritach ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/561
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
LAVARIOU, 11.
553