Abalamour ma ho deuz va enebourien ankouezet da gomzou.
140 Da c’hir a zo pur ha parfet ;
Dre ze da zervicher he c’har.
141 Me a zo bihan ha disprijet ;
Mes n’ankwezin ket da c’hourc’hemennou.
142 Da wirionez a zo eur wirionez peur-baduz,
Ha da lezen n’eo nemert gwirione.
143 An dristidigez hag an ankrouez ho deuz va zapet ;
Mes da c’hourc’hemennou eo va flijaduriou.
144 Da desteniou n’int nemert gwirione da viken ;
Ro d’in ar skiant, evit ma vevin !
145 Krial a ran a greiz va holl galoun ; respount d’in, Aotrou,
Hag he virin da lezennou.
146 Krial a ran d’id ; savetaa ac’hanoun,
Ha me a viro da desteniou.
147 Diaraogi a ran an deiz hag e krian ;
Esperout a ran d’ar promese.
148 Va daoulagad a ziaraog beilladennou an noz
Evit sonjal en da c’hir.
149 Selaou va mouez hervez da vadelez ;
Aotrou ma laka da adbeva hervez da urz !
150 Ar re ho deuz c’hoantou fall a dosta ;
En em derc’hel a reont pell euz da lezen.
151 Te a zo tost, o Aotrou,
Ha da holl c’hourc’hemennou oe ar wirione.
152 Abaoe pell zo ouzon dre da desteniou,
Penaoz ec’h euz ho lakeat evit biken.
153 Sell euz va glac’har, ha delivr ac’hanoun,
Rag n’em euz ket ankouezet da lezen.
154 Difen va gwir ha daspren ac’hanoun ;
Gra d’in adbeva hervez da c’hir !
155 Ar zilvidigez a zo pell euz ar re fall,
Abalamour na glaskont ket da zilvidigez.
156 Da drugarezou a zo en niver bras, O Aotrou ;
Gra d’in adbeva hervez da urzou !
157 Va zrubulerien ha va enebourien a zo en niver bras ;
Mes n’en em distroan ket euz da desteniou.
158 Gwelet em euz ar re disleal hag em euz bet eûz outhei ;
Na viront ket da gomz.
159 Evesa penaoz he karan da c’hourc’hemennou ;
Aotrou, gra d’in adbeva hervez da vadelez !
160 Sol da gomz eo ar wirione,
Hag holl lezennou da wirionez a zo peur-baduz.
161 Ar re vras ho deuz va zrubulet hep abek ;
Mes va c’haloun n’he deuz aoun nemert euz da gomzou.
162 En em laouenai a ran en da c’hir,
Evel an hini a gav eun diwisk bras.
163 En eûz hag en kasouni em euz ar gaou ;
Karout a ran da lezen.
164 Da veuli a ran seiz gwech an deiz,
Abalamour da urzou da wirionez.
165 Eur peoc’h bras a zo evit ar re a gar da lezen,
Ha netra n’hell ho diskar.
166 Aotrou, esperout a ran he telivrans,
Hag he sentan euz da c’hourc’hemennou.
167 Va ine a vir da desteniou,
Hag ho c’haret a ran gant eur garante vras.
168 Miret a ran da c’hourc’hemennou ha da desteniou,
Rag va holl henchou a zo dirazout.
169 Aotrou, ra zeuo va c’hriaden dirazout !
Rent ac’hanoun skiantek, hervez da c’hir.
170 Ra zeuo va feden dirazout !
Delivr ac’hanoun, hervez da bromese !
171 Va muzellou a skulio da veulodi,
Pa He pezo disket d’in da lezennou.
172 Va zeod ne gomzo nemert euz da c’hir ;
Rag da holl c’hourc’hemennou a zo gwirion.
173 Ra vezo da zorn eur sikour d’in !
Ra choazet em euz da urzou.
174 Aotrou, huanadi a ran varlerc’h da zilvidigez,
Ha da lezen eo va holl blijadur.
175 Ra vevo va ine, abalamour d’az meuli,
Ha ma vezo da urzou en zikour d’in !
176 Kerzuz oun evel eun danvadez kollet : klask da zervicher,
Rag n’em euz ket ankouezet da c’hourc’hemennou.