Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/534

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 108, 109.


ZALM CVIII.


1 Kanaouen. Zalm David.

2 VA c’haloun a zo digor, o Doue
Me a gano, me a veulo ; va gloar eo.
3 Dihunet, va luth ha va zelen !
Diarogi a rin goulou deiz.
4 Da veulin a rin entouez ar boblou, o Aotrou ;
Da veuli a rin entouez ar bobladou.
5 Rag da vadelez a sav dreist an envou,
Ha da wirione bete ar c’houmoul.
6 O Doue, sav-Te var an envou !
Ra vezo da c’hloar war an douar holl
7 Abalamour ma vezo delivret d’ar re garet-mad.
Saveta ac’hanoun dre da du deou, ha va zelaou !
8 Doue Hen deuz komzet en he santuar ; me en em laouenao ;
Lodenna a rin Sichem, muzuri a rin traounien Sukkoth.
9 Galaad a zo d’in, d’in eo Manasse ;
Efraim eo an diwaller euz va fenn,
Ha Juda, va lezenner.
10 Moab eo ar vasin el lec’h ma en em walc’han ;
Teurel a ran va botez var Edom ;
Leuskel a ran kriadennou a joa war bro ar Filistined.
11 Piou am reno er gear grenv ?
Piou am c’haso bete Edom ?
12 N’eo ket te, o Doue, Pehini Hen doa hon zaolet kuit,
Ha Pehini n’ez ea ken, 0 Doue ! gant hon armeou ?
13 Ro d’in sikour evit mont euz an dristidigez ;
Rag an delivrans a zeu euz an den n’eo nemert mogeden.
14 Ni a raio oberiou a dalvoudegez en Doue,
Hag he wasko hon enebourien.


ZALM CIX.


1 D’ar mestr-kaner. Zalm David.
2 O Doue va meulodi, na dav ket !
Rag genou an den drouk ha genou an den fall a zo digoret a enep d’in ;
Komz a reont d’in gant eun teod gaouiat.
3 Va zroia a reont gant komzou a gasouni ;
Ober a reont brezel d’in hep abek.
4 En distro euz va c’harante, en em reont va enebourien ;
Me, ne ran nemert pedi.
5 Rentet ho deuz d’in ar fall evit ar mad,
Hag ar gasouni evit ar garante.
6 Laka varnezhan eun den drouk,
Ha ma en em dalc’ho eun eskiner en he du deou !
7 Pa vezo barnet, ma vezo diskleriet koupabl,
Ha ma vezo niveret he beden dezhan evel pec’hed !
8 Ra vezo he zeiziou nebeut niveruz ;
Ra gemero unan all he garg !
9 Ra vezo he vibien minored,
Hag he vreg intanvez !
10 Ra vezo he vibien reduz ha paour,
Ma ez aint da gestel pell euz ho mogeriou !
11 Ra daolo an uzurer ar roued var ar pez hen deuz ;
Ra billo an diavezidi he labour !
12 Ra na vezo den da genderc’hel dezhan he vadelez ;
Ra n’en devezo den truez euz he vinored !
13 Ra vezo he lignez lamet kwit ;
Ra vezo lamet kwit he hano euz al lignez da zont !
14 Ra zeui da sonj d’an Aotrou euz a fallentez he dadou,
Ha na vezo ket kaset kwit pec’hed e vam ;
15 Ra vefont atao dirag an Aotrou,
Ha ma vezo ho memor lamet euz an douar ;
16 Abalamour n’hen deuz ket bet sonj da usa a vadelez,
Ma hen deuz trubuliet an ezomek, ar paour,
An den a galoun brizet, evit he lakaat da vervel !
17 Karet hen deuz ar valloz, dont a raio varnezhan ;
N’euz ket kemeret a blijadur er vennoz, pellaat a raio outhan.
18 Goloet he vezo a valloz evel gant eur vantel ;
Mont a raio en he gorf evel dour,
19RBza he vezo evel ar gwiskamante gant pehini en em c’holo,
Evel ar c’houriz gant pehini eo atao gourizet.
20 Evel se he vezo, euz peurz an Aotrou, gobr va eskinerien,
Hag ar re pere a lavare drouk a enep d’in.
21 Mes Te, Aotrou va Doue, gra em faver, abalamour d’az hano ;
Hervez brasier da vadelez, delivr ac’hanoun !
22 Rag glac’haret ha truezuz oun,
Ha va c’haloun a zo gouliet em diabarz.

526