Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/525

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 95, 96.

7 Hag he leveront : An Aotrou n’hen gwel ket,
Doue Jakob na laka ket evez.
8 Likit evez, c’hwi ar re diskianta euz ar bobl !
Tud diskiant, pegoulz he vefeet-hu fur ?
9 An Hini a blant ar skouarn ha na glevo Hen ket ?
An Hini a ra al lagad ha na welo Hen ket.
10 An Hini a gasti ar bobladou, na gastio Hen ket,
Hen pehini a zisk ar skiant d’an dud ?
11 An Aotrou a anavez penaoz
N’eo nemert mogeden sonjou an den.
12 Euruz eo an den a gastiez, o Aotrou,
Ha pehini a gelennez dre da lezen,
13 Evit he lakaat en abri en deiziou fall,
Ken a vezo toullet ar poull evit an den fall.
14 Rag an Aotrou na lezo4 ket he bob’,
Ha na zilezo ket he heritach.
15 Rag ar varnidigez a vezo henvel euz ar reizder ;
Hag ar re holl pere a zo eeün a galoun he heulio.
16 Piou a savo evidoun a enep an dud fall ?
Piou a vezo ganen a enep oberourien an drouk ?
17 Ma na vije ket bet an Aotrou va zikour,
Buan he vije eet va ine el lec’h ar zioulded.
18 Pa em euz lavaret : Va zroad hen deuz risklet,
Da vadelez, o Aotrou, he deuz va zoutenet !
19 Pa em boa kalz a sonjou en diabarz ennoun,
Da vadelezou ho deuz laouenaet va ine.
20 Ha beza vefez-te zikourer trôn ar fallentez,
Pehini a ra fallentezou a enep al lezen ?
21 En em dastum a reont a enep ine an den just,
Hag he varnont ar goad didamall.
22 Mes an Aotrou eo va boden huel ;
Ma Doue eo roc’h va digemer.
23 Lakaat a raio da adkweza varnezhei ho drouk,
Hag ho distrujo dre ho fallentez ho unan ;
An Aotrou hon Doue ho distrujo.


ZALM XCV.


1 DEUET, kanomp d’an Aotrou,
Loskomp kriadennou a joa da roc’h hon zilvidigez.
2 En em lekeomp dirazhan gant meulodiou ;
Kinnigomp dezhan hon c’hanaouennou joauz.
3 Rag an Aotrou a zo eun Doue bras,
Eur roue bras dreist an holl doueou.
4 En he zaouarn ema dounderiou an douar ;
Dezhan eo lein ar meneziou.
5 Dezhan eo ar mor, rag groet Hen deuz anezhan,
Hag he zaouarn ho deuz doareet an douar.
6 Deuet, stouomp-ni, izelleomp-ni ;
Plegomp an daoulin dirag an Aotrou pehini Hen deuz hon groet.
7 Rag hon Doue eo,
Ni a zo ar bobl Hen deuz mesaet hag an denved pere Hen deuz renet.
Hirie, mar klevit he vouez,
8 Na galedit ket ho kaloun evel en Meriba,
Evel en deiz Massa, en distro,
9 El lec’h ho deuz ho tadou va zentet ha va eseat,
El lec’h ma ho deuz gwelet ive va oberiou.
10 Enpad daou-ugent vloaz em boe ar rumaech ze en disprij,
Hag he lavaren : Eur bobl eo a behini ar galoun en em diank ;
N’ho deuz ket anavezet va henchou.
11 Dre ze em euz touet em c’holer :
Na zeufont ket em repos.


ZALM XCVI.


1 KANET d’an Aotrou eur c’hantik nevez ;
Kanet d’an Aotrou, c’hwi an douar holl !
2 Kanet d’an Aotrou ; benniget he hano ;
Dizkleriet a zeiz en deiz he zilvidigez !
3 Diskleriet he c’hloar entouez ar bobladou,
He vurzudou entouez an holl boblou.
4 Rag an Aotrou a zo bras ha din a veulodiou bras ;
Spountuz eo dreist an holl doueou.
5 Rag holl doueou ar boblou a zo idolou ;

517