Piou a zavetao he ine euz dorn an bez ? Selah.
50 Aotrou, pelec’h ema da vadelezou kenta,
Pere ez poa touet da Zavid var da fealded ?
51 Az pez sonj, Aotrou, euz dismegans da zervicherien ;
Hag he tougan em bruched an dismegans groet dre an holl boblou bras ze.
52 Rag da enebourien ho deuz dismeganset, o Aotrou,
Da enebourien ho deuz tamallet kamejou da Eoliet.
53 Benniget ra vezo an Aotrou da viken ! Amen, ia, amen !
AOTROU, bet out deomp eur voden
Euz a oad en oad.
2 Araog ma oe ganet ar meneziou
Ha ma He poa krouet an douar hag ar bed,
A oad en oad, out te Doue.
3 Ober a rez d’an den distrei d’ar boultren ;
Hag he leverez : Mibien an dud, distroet !
4 Rag mil vloaz dirag da zaoulagad
A zo evel an devez dec’h pa ema tremenet,
Hag evel eur veilliaden en noz.
5 Ho dougen a rez, henvel euz eun huvre ;
Euz ar beure emaint evel eur ieoten pehini a dremen ;
6 Bleuia a ra er beure, hag en em wenv ;
Da abardaez he ve troc’het hag he sec’h.
7 Rag ni a zo kuzumet gant da goler,
Ha trubuliet omp gant da fulor.
8 Lakeat ec’h euz dirazout hon drouk oberiou,
Ha dirag sklerijen da fas hon fec’hejou kuzet.
9 Rag hon holl deiziou a ia dre da goler ;
Kuzumi a reomp hon bloaziou evel eur sonj.
10 Deiziou hon bloaziou a zeu da zek ha tri-ugent vloaz,
Hag evit ar re nerzuza, da bevar-ugent vloaz ;
Hag ar c’haera eûz an deiziou ze n’eo nemert poan ha trubul ;
Rag mont a ra buan, ha ni a ia kwit.
11 Piou a anavez an nerz euz da goler
Ha da vuanegez, hervez an doujans pehini a so dleet d’id ?
12 Kelen deomp niveri hon deiziou,
Kement ha ma helfomp kaout eur galoun fur.
13 Distro, Aotrou, bete pegeit ?
Bez truez euz da zervicherien
14 Adaleg ar beure, hon leuin euz da vadelez,
Abalamour ma en em laouenafomp ha ma vefomp joaus hed hon holl deiziou.
15 Laouena ac’hanomp evit an deiziou ma Hec’h euz hon glac’haret
Hag euz ar bloaziou en pere hon euz bet poaniou.
16 Ra en em diskouezo da oeuvr d’az servicherien,
Ha da c’hloar var ho bugale !
17 Ha ma vezo madelez an Aotrou hon Doue varnomp !
Starta evidomp labour hon daouarn ;
Ia, starta oberiou hon daouarn.
1 AN hini a choum en boden kuzet an Huela-Meurbed
A ziskwiz en skeud an Holl-C’halloudek.
2 Me a lavar d’an Aotrou : Va digemer ha va nerz !
Va Doue en pehini He lakaan va fizians !
3 A-dra-zur, He savetao ac’hanout euz lasou al lapouseter
Hag euz ar vosen noazuz.
4 Golo a raio ac’hanout gant he blu,
Hag ez peso boden dindan he eskel ;
He wirione a vezo da diren ha da wirer.
5 N’az peso ket a aoun rag spounchou an noz,
Nag ar viren pehini a nij en deiz,
6 Nag ar varventez pehini a vale en devalijen,
Nag an distruj pehini a ziskar da greisteiz.
7 Ra gwezo mil en da goste,
Ha dek mil ez tu deou,
Na dostao ket ouzit.
8 Evesaat a ri hepken gant da zaoulagad,
Hag he weli kasti ar re drouk.
9 Rag Te eo va digemer, o Aotrou !
Kemeret ec’h euz an Huel-Meurbed evit da zigemer.