Muoc’h evit holl choumajou Jakob.
3 Traou gloriuz a zo diskleriet varnout,
O kear Doue ! Selah.
4 Henvel a ran Rahab ha Babel entouez ar re a anavez ac’hanoun.
Setu aze bro ar Filistined ha Tir, gant an Ethiopi :
En Sion int-hi ganet.
5 Hag euz Sion he vezo lavaret : Hema hag hennez a zo ganet ennhi ;
Hag an Huela-Meurbed Hen nerzo.
6 O niveri ar boblou, an Aotrou a skrivo :
Aze eo int ganet. Selah.
7 Hag ar re a gan evel ar re a zans, a lavaro :
Va holl mammennou a zo ennout.
1 D’ar mestr-kaner. Kanaouen. Zalm bugale Kore, var ar sitaren. Maskil Homan an Ezrakit.
2 AOTROU, Doue va delivrans,
Deiz ha noz he krian dirazout.
3 Ra ielo va feden dirazout ;
Izela da skouarn d’am c’hriaden.
4 Rag va ine a zo leuniet a boaniou,
Ha va buez a stok en bro ar re varo.
5 Niveret oun entouez ar re a zisken er bez ;
Me a zo evel eun den hep nerz,
6 O chomn entouez ar re varo,
Evel ar re skoet d’ar maro, pere a zo gourveet er bez,
A bere n’Hec’h euz ken a sonj,
Ha pere a zo rannet euz da zorn.
7 Ma lekeat Hec’h euz er bez izela,
El lec’hiou tefal, en dounderiou....
8 Da goler a bouez varnoun,
Ha da holl goumou a vec’hi ac’hanoun. Selah.
9 Pelleet ec’h euz ouzin ar re a anavezan ;
Lakeat Hec’h euz ac’hanoun da veza evithei eun dra a spount ;
Dastumet oun ha n’he hellan ket mont kwit.
10 Va lagad en em guzum dre ar glac’har ;
Da c’hervel a ran, o Aotrou, bemdez ;
Asten a ran va daouarn var zu ennout.
11 Ober a ri-Te eur burzud benag evit ar re varo ?
Pe sevel a raio ar re dremenet evit da veuli ? Selah.
12 Diskleria a rafer da vadelez er bez,
Ha da wirionez en dounder ?
13 Anaout a refer da vurzudou en devalijen,
Ha da wirionez en douar a ankouez ?
14 Ha me, Aotrou, me a gri d’id ;
Va feden a ro d’hen anaout d’id adaleg ar beure.
15 Aotrou, perag he taolez-Te kwit va ine,
Hag he kuzez da fas ouzin ?
16 Me a zo glac’haret hag evel o vervel em iaouankiz,
Bec’hiet oun euz da spounchou, me a zo kollet.
17 Da fuloriou ho deuz tremenet dreist oun ;
Da spountaliou am laz.
18 Va zroia a reont evel doureier bemdez ;
Va golo a reont holl asamblez.
19 Pelleet Hec’h euz ouzin minioned ha kenvreudeur ;
Ar re a anavezan, eo an devalijen.
2 KANA a rin da viken madelezou an Aotrou ;
Va genou a embanno da fealded a oad en oad.
3 Rag lavaret em euz : Da vadelez a bado da viken ;
Lakeat ec’h euz da fealded en envou.
4 Ober a rin allians gant va choazet ;
Groet em euz le da Zavid, va zervicher, o lavaret :
5 Startaat a rin da lignez evit biken,
Hag he zoliin da drôn evit an holl oadou. Selah.
6 An envou, o Aotrou, a veul da vurzudou
Ha da fealded en asamble ar zent.
7 Rag piou, el lec’hiou selestiel, a zo henvel euz an Aotrou ?
Piou a zo henvel euz an {sc|Aotrou}} entouez mibien an doueou ?
8 Doue a zo terrubl en asamble ar zent,
Spountuzoc’h evit ar re holl a zo en dro dezhan.
9 {sc|Aotrou}}, Doue an armeou,
Piou a zo gallouduz eveldout-te, o {sc|Aotrou}} ?
Da fealded a zo endro d’id.
10 Ren a rez var ourgouil ar mor ;
Pa sav he goumou, Te, Te ho zioula.