Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/467

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 33.

Ma lavarin ive va ali, me ive.
11 Setu, em euz klevet ho komzou,
Selaouet ho rezoniou,
Bete ma ho pije evesaet mad komzou Job.
12 Heuliet em euz ac’hanoc’h gant evez,
Ha setu, nikun ac’hanoc’h n’euz kendrec’het Job,
Nikun n’euz respountet d’he gomzou.
13 Na leveret ket : Ni hon euz kavet ar furnez!
Doue hepken hen lakao en tec’h, ha nan eun den.
14 Neuz ket kaset he gomzou a enep d’in,
Ha na respountin ket dezhan d’ho toare.
15 Mezeg int ! Na respountont ken,
Lamet eo uzach ar gomz diganthei !
16 Gortozet em euz :
Pa ne gomzont ken, ma en em dalc’hfont aze hep respount,
17 Me a respouto, me ive, evit va lod.
Lavaret a ri va ali, me ive,
18 Rag leuniet oun a gomzou ;
Ar spered a zo em bruched am gwask.
19 Setu, va bruched a zo evel eur gwin hep red,
Mont a ra da freuza evel outrennou nevez.
20 Me a gomzo eta hag en em zoulajin,
Digerri a rin va muzellou hag e respountin.
21 Ra na eruo ket ganen da veza tuek,
Ha da veuli piou benag a vefe.
22 Rag na ouzon ket drouk veuli :
Ma c’houer ha n’am savfe hen ket prestik !



33 Mes te, o Job, zelaou va c’homzou,
Ha prest skouarn d’am holl giriou.
2 Setu, e tigoran ar genou,
Ma zeod a gomz em staon.
3 Ma c’homzou a zisklerio eeünder va c’haloun ;
Va muzellou a lavaro gant frankiz ar pez a ouzon.
4 Spered Doue eo Hen deuz groet ac’hanoun ;
Halan an Holl-C’halloudeg pehini hen deuz roet ar vuez d’in.
5 Mar gallez, respount d’in ;
Stourm ouzin en fas, hag en em dalc’h mad.
6 Setu ez oun egal d’id dirag Doue.
Me ive a zo bet tennet euz ar fank, me ive.
7 Setu, va spouron na drubulio ket ac’hanout,
Ha va majeste na bouezo ket varnout.
8 En gwirione, ec’h euz lavaret d’am diouskouarn,—
Hag em euz klevet son da gomzou :—
9 Me a zo pur, hep pec’hed ;
Net oun, ha n’euz drougiez ebet ennoun.
10 Setu, Doue a glask stourmadeg ennoun,
Derc’hel a ra ac’hanoun evit he enebour ;
11 Lakaat a ra va zreid en hualou,
Hag ec’h evesa euz va holl finvadegou.
12 Setu, en kement se, n’out ket bet gwirion, a respountin d’id ;
Rag Doue a zo brasoc’h evit an den.
13 Perag ec’h euz-te pledet a enep dezhan ?
Na rent ket kount euz ar pez a ra.
14 Doue a gomz koulskoude eur wech,
Diou wech, mes na lakeer ket evez a gement se ;
15 En huvre, dre welidigezou noz,
Pa gwez ar c’housket var an dud,
Enpad ma kouskont var ho gwele ;
16 Neuze he tigor skouarn an den,
Hag e laka ar ziel var he c’hourdrouzou,
17 Evit distrei an den euz he labour,
Ha pellaat outhan an ourgouil,
18 Evit diwall he ine euz an poul,
Hag he vuez euz ar c’hleze.
19 An den ive a zo kastiet gant glac’hariou, van he wele,
Dre ar finvadeg kendalc’huz euz he eskern.
20 Neuze he vuez a gemer eûz euz ar bara,
Hag he inee euz ar meuzou ar gwella.
21 He gig en em guzum hag a dec’h ;
He eskern pere ne welet ket a zo lekeet en noaz.
22 He ine a dosta euz ar fos,
Hag he vuez euz ar re a ra mervel.
23 Mar deuz evit an den ze eun el hanterour benag,
Unan entouez mil,
Evit rei da anaout dezhan ar pez a dle ober,
24 Neuze Doue a gemer truez outhan, hag a lavar :
Daspren anezhan ; ma na ziskenno ket en toul ;
Kavet em euz eur ranson !

459