Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/340

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 8.

kement se ne eruo ket ? Hag Elize a lavaraz : Setu, e welet a ri gant da zaoulagad, mes na zebri ket outhei.

3 Ha beza e oa en tal dor kear pevar lôr ; hag e lavarjont an eil d’egile : Perag e choumomp-ni ama, bete ma varvfomp ? 4 Mar komzomp euz mont en kear, ar gernez a zo ennhi, hag e varvfomp ennhi ; ha mar choumomp ama, e varvfomp ive. Deuet eta, hag en em ruzomp en kan ar Siried. Mar lezont ac’hanomp da veva, e vevfomp ; ha mar lekeont ac’hanomp d’ar maro, e varvfomp. 5 Dre ze, er penn-kenta ouz an noz, e savchont evit mont da gan ar Siried, hag e teujont bete pennou ar c’han ; ha setu, ne oa den eno. 6 Rag an Aotrou Hen doa lakeat da glevet en kan ar Siried eun drouz kirri hag eun drouz kezek, trouz eun arme vras, en hevelep doare ma leverjont an eil d’egile : Setu, roue Israel hen deuz paeet rouane an Hethied ha rouane an Ejipt, da zont a enep deomp. 7 Hag e oant en em savet, ha tec’het kwit er penn-kenta euz an noz ; hag ho doa lezet ho zantennou, ho c’hezek, ho ezen, hag ar c’han evel ma oa ; hag e oant tec’het kwit da savetaat ho buez.

8 Ar re lôr ma a ieaz eta beteg unan a bennou pella ar c’han, a ieaz en eun danten, a zebraz hag a evaz, a gemeraz arc’hant anezhi, aour ha dillad, goude ez ejont hag en em guschont. Goude ze e teujont hag ez ejont en eun danten all, hag eno ive e kemerjont diwisk, pere ez ejont da guzet. 9 Neuze e lavarjont an eil d’egile : Na reomp ket mad ; an deiz ma a zo eun deiz a gellou mad, ha ni a vir ar zioulded ! Mar gortozomp ken a vezo deuet an deiz, ar gastiz hon zapo. Deuet eta, deomp d’hen diskleria da di ar roue. 10 Mont a rejont eta, gervel a rejont gwarded doriou kear, hag hen disklerjont dezhei, o lavarout : Ni a zo eet da gan ar Siried ; ha setu, n’euz den ennhan, ha ne glever mouez den ebet ebarz ; mes n’euz ken eno nemert kezek hag ezen stag, hag an tantennou evel ma oant. 11 Neuze gwarded an doriou a griaz, hag a gasaz kement ma da di ar roue.

12 Hag ar roue a savaz en noz hag a lavaraz d’he zervicherien : Me a ia da lavaret deoc’h ar pez ho deuz groet ar Siried deomp. Anaout a reont omp marnaounek. Eet e vefont eta kwit euz ar c’han evit en em guz er meziou, o lavarout : Pa vefont deuet euz kear, ni ho c’hemero beo, hag ez afomp en kear. 13 Mes unan euz he zervicherien a lavaraz : Ma vezo kemeret pemp euz ar c’hezek a zo manet a zemorant en kear ; setu, emaint evel kement a zo manet euz a niver Israel ; beza int evel holl niver Israel, pere a zo kuzumet. Kesomp anezhei ha gwelomp. 14 Kemer a rejont eta daou gar gant ho c’hezek ; hag ar roue a gasaz anezhei varlerc’h arme ar Siried, hag e lavaraz dezhei : It ha gwelit.

15 Hag ez ejont var ho lerc’h eta bete ar Jourdan. Ha setu, an hent holl a oa goloet a zillad hag a armou pere ho doa ar Siried en ho buanegez taolet kwit ; hag ar gannaded a zistroaz, hag hen diskleriaz d’ar roue. 16 Neuze ar bobl a ieaz er meaz, hag a billaz kan ar Siried, en hevelep doare ma oe ar muzur bleud kun evit eur sikl, hag an daou vuzur heiz evit eur sikl, hervez gir an Aotrou. 17 Hag ar roue o veza roet ar gward euz an nor d’an offiser var dorn pehini en em harpe, ar bobl hen frikaz en tal an nor, hag e varvaz a gement se, evel ma hen doa lavaret den Doue en eur gomz d’ar roue, pa oa diskennet d’he gaout. 18 Rag, pa hen doa den Doue lavaret d’ar roue : Varc’hoaz vintin d’an heur ma, en tal dor Samari, an daou vuzur heiz a vezo eur sikl, hag ar muzur bleud kun eur sikl, 19 an offiser hen doa respountet da zen Doue : Pa rafe an Aotrou brema prenestou en envou, kement se, ha c’hoarvezout a rafe ? Ha den Doue hen doa lavaret : Setu, te hen gwelo gant da zaoulagad, mes na zebri ket outhei. 20 Eruout a reaz eta evel se ganthan ; rag ar bobl a frikaz anezhan en tal an nor, hag e varvaz a gement se.


8 HAG Elize hen doa komzet d’ar vreg da vab pehini hen doa roet ar vuez, hag hen doa lavaret dezhi : Sav-te, ha kea, te ha da famil, ha choum el lec’h ma helli. Rag an Aotrou Hen deuz galvet ar gernez ; ha dont a ra zoken evit seiz vloaz er vro.

2 Ar vreg ma eta, o veza savet, e doa groet hervez gir den Doue. Eet e oa, hi hag he famil, ha choumet e oa seiz vloaz en bro ar Filistined. Mes c’hoarvezout a reaz aben ar seiz vloaz, ar vreg ma a zistroaz euz bro ar Filistined, hag e teuaz da bedi ar roue, divarbenn he zi hag he farkeier. 3 Hag ar roue a gomzaz da

330