Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/338

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 6.

ket groet anezhan ? Pegement mui pa lavar d’id : En em walc’h te, hag e vezi pur ! 14 Neuze e tiskennaz, hag en em blonjaz seiz gwech er Jourdan, hervez gir den Doue ; hag he gig a zistroaz dezhan henvel euz kig eur bugel bihan, hag e oe pur.

15 Neuze e tistroaz da gaout den Doue, hen hag ar re holl a oa ganthan, hag e teuaz d’en em lakaat dirazhan hag e lavaraz : Setu, e c’hanavezan n’euz Doue ebet en douar holl, nemert en Israel. Ha brema, plij ganez kemer eur merk a anaoudegez a beurz da zervicher. 16 Mes Elize a respountaz : An Aotrou, dirag pehini en em dalc’han, a zo beo ! ne gemerin netra. Ha Naaman a zalc’he varnezhan da gemer, mes hen na fellaz ket dezhan.

17 Neuze Naaman a lavaraz : Mes, da bedi a ran, ne helfet ket rei euz an douar ma da servicher bec’h daou vul ? Hag da zervicher na raio ken a sakrifis-losk nag a sakrifis da zoueou all nemert d’an Aotrou. 18 Ra fello d’an Aotrou pardouni kement ma d’he zervicher : pa ez aio va mestr en ti Rimmon evit en em stoui, ha ma en em harpo var va dorn ; ma en em stouin en ti Rimmon. Ra fello d’an Aotrou pardouni d’az zervicher, pa en em stouin en ti Rimmon ! 19 Hag Elize a lavaraz dezhan : Kea en peoc’h ! Evel se o veza he gwitaet, Naaman a reaz eun nebeut hent.

20 Neuze Gehazi, mevel Elize, an den Doue, a lavaraz ennhan he unan : Setu, va mestr hen deuz menajet Naaman, ar Sirian ze, ha n’euz ket kemeret euz he zorn ar pez hen doa digaset. An Aotrou a zo beo ! me a redo var he lerc’h, hag em bezo eun dra benag diganthan. 21 Gehazi a redaz eta varlerc’h Naaman. Ha Naaman, o welet e rede var he lerc’h, a lampaz euz he gar d’he ziaraogi, hag e lavaraz : Mont a ra mad pep tra ? 22 Hag hen a respountaz : Pep tra a ia mad. Ma vestr am digaz da lavaret d’id : Setu, en em gav en heur ma, euz menez Efraim, daou den iaouank a douez mibien ar brofeded ; ro dezhei, me az ped, eun taland arc’hant ha diou zae nevez. 23 Ha Naaman a lavaraz : Plij ganez kemer daou daland ; hag e talc’haz varnezhan, hag e lekeaz daou daland en daou sac’h, kenkoulz evel diou zae nevez ; hag e roaz anezhei da zaou euz he zervicherien pere ho douge dirag Gehazi. 24 Ha pa oe deuet d’ar grec’hien, ho c’hemeraz euz ho daouarn hag e serraz anezhei en ti ; goude e kasaz kwit an dud ze hag e tistroaz. 25 Neuze e teuaz, hag en em lekeaz dirag he vestr. Hag Elize a lavaraz dezhan : A belec’h e teuez te, Gehazi ? Hag hen a respountaz dezhan : Da zervicher n’eo ket eet nag en eun tu, nag en eun tu all. 26 Mes Elize a respountaz dezhan : Va spered ha n’eo ket eet aze el lec’h ma tiskennaz an den se d’euz he gar evit dont araog d’id ? Ha beza ema an amzer da gemer arc’hant, da gemer dillad, goude gwez olivez ha gwiniennou, denved hag ijened, servicherien ha servicherezed ? 27 Abalamour da ze lorniez Naaman en em stago ouzit hag euz da lignez da viken ! Hag ez eaz kwit euz a zirag Elize, gwen gant al lomiez evel an erc’h.


6 HA, mibien ar brofeded a lavaraz da Elize : Setu, al lec’h en pehini omp azezet dirazout, a zo re enk evidomp. 2 Deomp eta bete ar Jourdan ; hag e kemerfont eno pep hini eur pez koad, hag e savfomp eur choumaj eno. Hen a respountaz : It. 3 Hag unan anezhei a lavaraz : Plij ganez, me az ped, dont gant da zervicherien. 4 Hag hen a respountaz : Mont a rin. Mont a reaz eta ganthei ; hag e teujont d’ar Jourdan hag e troc’hjont koad. 5 Mes evel ma tiskare unan anezhei koad, e c’heruaz ma kwezaz an houarn en dour ; hag e kriaz hag e lavaraz : Alaz, va aotrou ! Ha c’hoaz e oa amprested ! 6 Ha den Doue a lavaraz : Pelec’h eo kwezet ? Hag e tiskwezaz dezhan al lec’h. Neuze Elize a droc’haz eun tam koad hag he daolaz eno, hag a lekeaz an houarn da neuial ; 7 hag e lavaraz dezhan : Dastum anezhan. Hag e c’hastennaz he zorn hag e kemeraz anezhan.

8 HA roue ar Siri, oc’h ober brezel da Israel, a zalc’he kuzul gant he zervicherien, o lavarout : Va c’han a vezo el lec’h ma. 9 Mes den Doue a gase da lavaret da roue Israel : Laka evez da zilezel al lec’h ze ; rag ar Siried a zisken eno. 10 Ha roue Israel a gase entrezeg al lec’h divarben pehini e doa den Doue komzet hag aliet anezhan, hag e vije var evez ; kement se en em reaz ouc’h-penn unan ha diou wech.

11 Ha kaloun roue ar Sirie a oe tru-

328