Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/325

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 18.

d’in en eur vesel, ma c’hevin anezhan. 11 Hag hi a ieaz da gerc’hat ; mes hen a c’halvaz anezhi hag a lavaraz dezhi : Da bedi a ran, kemer en da zorn eur c’henaoued vara evidoun. 12 Mes hi a respountaz : An Aotrou da Zoue a zo beo ! n’em euz ket eur wastel ; n’em euz nemert eun dornad bleud en eur brok, hag eur bannac’h eol en eur vured ; ha setu, e tastuman diou vuchen, neuze e tistroan hag e fichin kement se evidoun hag evit va mab ; he zibri a refomp, ha goude e varvfomp. 13 Hag Eli a lavaraz dezhi : N’az pez ket a aoun, kea, gra evel ma em euz lavaret d’id ; koulskoude gra d’in da genta eur wastel vihan ; he zigas a ri d’in er meaz, ha goude e ri evidout hag evit da vab. 14 Rag evelhen eo Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Ar bleud a zo er brok ne vanko ket, hag an eol a zo er vured ne baouezo ket, beteg an deiz ma tigaso an Aotrou glao var an douar. 15 Mont a reaz eta, hag he reaz evel ma hen doa Eli lavaret dezhi ; hag hi a zebraz outhi, hi hag he famil, kenkoulz hag hen, enpad pell amzer. 16 Bleud ar brok ne vankaz ket, hag eol ar vured na baouezaz ket, hervez komz an Aotrou diskleriet dre Eli.

17 Goude an traou ma, e c’hoarvezaz penaoz mab mestrez an ti a gwezaz klan ; hag ar c’hlenved a wasaez kement, ken na vanaz ket a halen ennhan. 18 Hag e lavaraz da Eli : Petra a zo entre me ha te, den Doue ? Ha deuet out-te d’am zi evit digas da sonj euz va drougiez, ha da lakaat va mab da vervel ? 19 Hag hen a lavaraz dezhi : Ro d’in da vab. Hag e kemeraz anezhan entre he ziouvrec’h, hag e kasaz anezhan er gambr huel, el lec’h ma choume, hag e c’hourvezaz anezhan var he wele. 20 Neuze e kriaz d’an Aotrou hag e lavaraz : Aotrou va Doue, ha glac’hari a rafez zoken an intanvez, en ti pehini e chouman, da lakaat he mab da vervel ? 21 Hag en em astennaz var ar bugel, aben teir gwech ; hag e kriaz d’an Aotrou, o lavarout : Aotrou va Doue, da bedi a ran, ma teuo ine ar bugel ma ennhan ! 22 Hag an Aotrou a zelaouaz mouez Eli ; hag ine ar bugel a zeuaz ennhan, hag e teuaz en buez. 23 Neuze Eli a gemeraz ar bugel, hag a ziskennaz anezhan euz ar gambr huel en ti, hag e roaz d’he vam ; hag e lavaraz : Sell, da vab a vev. 24 Hag ar vreg a lavaraz : Anaout a ran brema penaoz out eun den Doue, ha penaoz gir an Aotrou a zo en da c’henou eo ar wirionez.


18 Ha niver a zeiziou a dremenaz, ha gir an Aotrou a oe diskleriet da Eli, an drived bloaz, er c’homzou ma : Kea, en em diskwez da Akab, ha me a gaso glao var an douar. 2 Hag Eli a ieaz evit en em diskwez da Akab.

3 Hag ar gernez a zo bras en Samari. Hag Akab a c’halvaz Abdias, mestr he di. (Hag Abdias a zouje kals an Aotrou. 4 Pa laze Jesabel profeded an Aotrou, Abdiaz a gemeraz kant profed hag ho c’huzaz, hanter kant en eur c’havargn hag hanter kant en eur c’havargn all, hag ho bevaz eno gant bara ha dour.) 5 Akab a lavaraz eta da Abdiaz : Kea dre ar vro, entrezeg an holl feunteuniou hag entrezeg an holl douriou red ; marteze e kavfomp ieot hag e savetafomp buez hon c’hezeg hag hon muled, ha n’hon devezo ket da zistruja al loened. 6 Hag en em lodenjont ar vro entrezhei evit he c’henredeg. Akab a iea en eun tu, dre eun hent ; hag Abdias a iea he unan, dre eun hent all.

7 Hag evel ma oa Abdias en hent, setu Eli a zeuaz araog dezhan ; hag Abdias a anavezaz anezhan, hag a gwezaz var he visach, hag a lavaraz : Ha te eo, va aotrou Eli ? 8 Hag hen a lavaraz dezhan : Me eo ; kea ha lavar d’az mestr : Setu Eli ! 9 Hag Abdias a lavaraz : Petra pec’hed em euz groet ma lekeaz da zervicher entre daouarn Akab, evit ma lakaat d’ar maro ? 10 An Aotrou da Zoue a zo beo ! n’euz ket a vroad, nag a rouantelez, en pere n’euz ket va mestr kaset d’az klask ; hag evel ma respountet : N’ema ket ama, e lakae da douet an rouantelez hag ar vroad ne hellet ket da gaout. 11 Ha brema te a lavar : Kea, lavar d’az mestr : Setu Eli ! 12 Hag ec’h eruo, penaoz pa vezin eet diganez, Spered an Aotrou a zizougo ac’hanout el lec’h na anavezin ket ; ha me a ielo da lavaret kement se da Akab ; ha dre na gavin ket ac’hanout e lazo ac’hanoun. Ha da zervicher a zouj an Aotrou adaleg he iaouankiz. 13 N’euz ket bet lavaret d’am Aotrou ar pez a riz pa laze Jesabel profeded an Aotrou, penaoz e kuziz, kanter kant en eur c’havargn hag hanter kant all en unan all, hag e veviz anezhei a vara hag a zour ? 14 Ha

315