zou ma da Zavid, hag e fellaz da Zavid dont da veza mab-kaer d’ar roue. Hag araog ma oe deuet an deiziou, 27 David a savaz, hag a ieaz, hen hag he dud, hag a skoaz daou c’hant den euz ar Filistined ; hag a zigasaz ho fodou-mezen, hag ho roaz niveret mad d’ar roue, evit ma vije mab-kaer d’ar roue. Saül a roaz dezhan eta he verc’h Mikal da vreg. 28 Neuze Saâl a welaz hag a gomprenaz penaoz e oa an Aotrou gant David ; ha Mikal, merc’h Saül, a garie anezhan. 29 Mes Saül a gendalc’haz da souja David muoc’h c’hoaz, hag a oe bepred enebour da Zavid.
30 Ha, kabitened ar Filistined en em lekeaz var ar meaz ; ha bep gwech ma ez eent, David hen dije muoc’h a c’hounid evit holl zervicherien Saül, hag he hano a oe bruded bras.
19 Ha Saül a gomzaz da Jonathan, he vab, ha d’he holl zervicherien, euz lakaat David da vervel ; mes Jonathan, mab Saül, a garie kalz David. 2 Abalamour da ze, Jonathan a roaz kement ma da anaout da Zavid, hag e lavaraz dezhan : Saül, ma zad, a glask laza ac’hanout ; brema eta, en em dalc’h var evez, me az ped, adaleg ar beure, ha choum a du, hag en em guz ; 3 ha me, me en em dalc’ho hag a ielo en kichen va zad, er park el lec’h ma vezi ; rag komz a rin ac’hanout d’am zad, hag e welin petra a vezo en ze ; me he raio da anaout d’id. 4 Jonathan a gomzaz eta en mad euz David da Saül, he dad, hag e lavaraz dezhan : Ra na bec’ho ket ar roue a enep he zervicher David ; rag n’hen deuz ket pec’het a enep d’id ; ha kement hen deuz groet a zo zoken evit da vad. 5 Lakeat hen deuz he vuez en riskl evidout, ha skoet ar Filistin, hag an Aotrou Hen deuz groet dreizhan eun delivrans vras evit Israel holl ; gwelet ec’h euz kement se hag ec’h euz bet joa ; 6 perag eta e pec’hfez-te a enep ar goad didamall en eur lakat David d’ar maro hep abek ? Ha Saül a zelaouaz mouez Jonathan ; ha Saül a douaz, o lavarout : An Aotrou a zo beo ! n’he varvo ket. 7 Neuze Jonathan a c’halvaz David, hag a lavaraz dezhan an holl draou ze. Ha Jonathan a zigasaz David da Saül, hag e oe en he zervich evel diagent.
8 Hag ar brezel a addigoraz, ha David a ieaz er meaz hag en em gannaz a enep ar Filistined, hag e reaz eun distruj bras ; hag e tec’hent araog dezhan. 9 Mes ar spered fall, kaset gant an Aotrou, a oe var Saül, pehini a oa azezet en he di, he waf en he zom ; ha David a c’hoarie gant he zorn var an delen. 10 Neuze Saül a glaskaz skei David gant he waf a enep ar voger ; mes tec’hel a reaz dirag Saül, pehini gant he waf a skoaz kostez ar voger ; ha David a dec’haz hag a ieaz kwit en noz ze. 11 Mes Saül a gasaz tud entrezek ti David, evit he ziwall hag evit he lakaat d’ar maro euz ar mintin ;ha Mikal, greg David, a zigemennaz anezhan, o lavarout : Ma na dec’hez ket en noz ma, varc’hoaz e vezi lakeat d’ar maro. 12 Ha Mikal a lekeaz David da zisken dre ar prenest ; hag hen a ieaz kwit, a dec’haz hag a oe saveteet. 13 Goude Mikal a gemeraz an Therafim hag he lekeaz er gwele, hag a lekeaz euz he benn eur valin bleo garv, hag e c’holoaz gant eur golo. 14 Ha pa gasaz Saül tud da gemer David, hi a lavaraz : Klanv eo. 15 Neuze Saül a adkasaz be dud da welet David, o lavarout : Digasit anezhan d’in en he wele, evit ma lakain anezhan d’ar maro. 16 Ar re gaset a zeuaz eta, ha setu, an Therafim a oa er gwele, hag eur valin bleo garv euz he benn. 17 Ha Saül a lavaraz da Vikal : Perag ec’h euz va zromplet evel se, ha lezet va enebour da vont kwit, en hevelep doare ma eo en em saveteet ? Ha Mikal a respountaz da Saül : Lavaret hen deuz d’in : Lez ac’hanoun da vont kwit ; perag e lazfen me ac’hanout ?
18 Evel se David a dec’haz, a oe saveteet, hag a zeuaz da gaout Samuel da Rama, hag e lavaraz dezhan kement hen doa Saül groet dezhan. Mont a reaz neuze gant Samuel, hag he choumjont en Najoth. 19 Hag e oe lavaret da Saül, o lavarout : Setu David a zo en Najoth, tost da Rama. 20 Neuze Saül a gasaz tud da gemer David, hag e weljont eun asamble brofeded pere a brofetize, ha Samuel en he za, pehini a genrene varnezhei ; ha Spered Doue a zeuaz var re gaset Saül, hag e profetisjont ive. 21 Ha pa oe lavaret da Saül, e kazaz tud all pere a brofetizaz ive. Ha Saül a gasaz kannaded evit an deirved gwech, hag e profetisjont ive. 22 Mont a reaz neuze he unan da Rama, hag he teuaz beteg ar puns bras a zo en Seku, hag e c’houlennaz, hag e lavaraz : Pelec’h ema Samuel ha David ? Hag e oe respountet