Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/237

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 17.

c’haout, hag a zigasaz arc’hant en ho daouarn. 19 Hag hi a lekeaz anezhan da gousket var he daoulin ; hag, o veza galvet eun den, he reaz troc’ha seiz kuchen a vleo he benn. En em lekeat a reaz evel se d’he zounaat, hag he nerz hen dilezaz. 20 Neuze he lavaraz : Ar Filistined a zo varnout, ! Samson ! Hag he tihunaz euz he gousk, hag he lavaraz : Tec’hel a rin evel er gwechou all, hag en em dizrin a dre ho daouarn. Mes na wie ket he oa pelleet an Aotrou outhan. 21 Ar Filistined eta a grogaz ennhan, hag a greuvaz dezhan he zaoulagad. He lakaat a rejont da zisken da C’haza, hag ec’h erejont anezhan gant diou chaden arem ; hag he troe ar mean milin er prizoun. 22 Koulskoude bleo he benn a zeue da greski, abaoe ma oa bet touzet.

23 Ha prinsed ar Filistined en em dastumaz, evit kinnig eur sakrifiz bras da Zagon, ho doue, hag evit en em laouenai. Hag e leverjont : Hon doue hen deuz lakeat entre hon daouarn Samson, hon enebour. 24 Ha pa welaz ar bobl anezhan, he veuljont ho doue, o lavarout : Hon doue hen deuz lakeat entre hon daouarn Samson, hon enebour, distrujer hon bro, hag an hini pehini hen deuz lazet kement ac’hanomp. 25 Hag, evel ma oa ho c’haloun joauz, e lavarjont : Lakait Samson da zont, ha ma c’hoario dirazomp. Gervel a rejont eta Samson hag he tenjont anezhan euz ar prizoun, hag e c’hoarie dirazhei ; hag e lekejont anezhan entre ar pilierou. 26 Neuze Samson a lavaraz d’ar paotr pehini a zalc’he anezhan gant he zorn : Laka ac’hanoun, ha gra d’in stoka ar pilierou a zouten an ti, evit ma en em harpin outhei. 27 Hag, an ti a oa leun a wersed hag a verc’hed, hag holl brinsed ar Filistined a oa eno ; beza oa zoken var ar platform tost da dri mil den, gwersed ha merc’hed, pere a zelle euz Samson ho c’hoari. 28 Neuze Samson a bedaz an Aotrou, hag a lavaraz : Aotrou, Aotrou, da bedi a ran, az pez sonj ac’hanoun ! O Doue, da bedi a ran, nerz ac’hanoun hepken ar veach ma, ha ma en em vanji euz ar Filistined evit eur c’holl euz va daoulagad ! 29 Ha Samson a vriataz daou bilier ar c’hreiz, var bere he c’harpe an ti, hag en em harpaz outhei ; unan a oa a zeou hag egile a gleiz dezhan. 30 Hag e lavaraz : Ma varvin gant ar Filistined ! Neuze hoc’h en em asten euz he holl nerz, hag an ti a gwezaz var ar brinsed ha var an holl bobl pere a oa ennhan. Hag e lekeaz da vervel kalz muoc’h a dud en he varo, evit ma hen doa lazet enpad he vuez. 31 Goude he vreudeur hag holl di he dad a ziskennaz, hag he gasaz ganthei ; hag, o veza adpiniet, he sebeljont anezhan entre Tsora hag Eshthaol, en bez Manoah he dad. Barnet hen doa Israel ugent vloaz.


17 Beza he oa eun den a venez Efraim, a behini an hano a oa Mika. 2 Lavaret a reaz d’he vam : An unnek kant pez arc’hant pere a oa kemeret d’id, hag evit pere ez poa groet leou, zoken em diouskarn, setu, an archant a zo entre va daouarn ; me eo em boa he gemeret. Neuze he vam a lavaraz : Ra vezo benniget va mab gant an Aotrou ! 3 Hag e roaz d’he vam an unnek kant pez arc’hant. He vam a lavaraz dezhan : Me a gensakr euz va dorn an arc’hant ze d’an Aotrou evit va mab, abalamour da ober outhei eun imach taillet hag eun imach teuet ; ha brema, hen roan d’id. 4 Rei a reaz an arc’hant d’he vam ; hag hi a gemeraz daou c’hant pez anezhei, hag ho roaz d’an teuer, pehini a reaz outhei eun imach taillet hag eun imach teuzet ; hag he oent en ti Mika. 5 Dre ze ar Vika ze he doe eun ti a zoueou : ober a reaz eun efod ha therafim, hag he kensagraz unan he vibien, pehini a zervichaz dezhi da sakrifier. 6 En amzer ze n’he oa roue ebet en Israel, pep hini a rea evel ma kave mad.

7 Ha, beza oa eun den iaouank a Vethlehem Juda, a famil Juda, pehini a oa Levit, hag a choume eno. 8 An den ma a ieaz euz kear Bethlehem Juda, evit mont da choum el lec’h ma kavje he vad. Hag e teuaz, en eur vont gant he hent, da venez Efraim, bete ti Mika. 9 Ha Mika a lavaraz dezhan : A belec’h he teuez-te ? Al Levit a respountaz dezhan : Me a zo euz Bethlehem Juda, hag e klaskan eur choumach el lec’h ma kavin va mad. 10 Ha Mika a lavaraz dezhan : Choum ganen, ha servich d’in da dad ha da sakrifier ; ha me a roio d’id dek pez arc’hant ar bloaz, eur gwiskamant holl ha da vevans. Hag al Levit a ieaz eno. 11 Evel se al Levit a lakaez en he benn choum gant an den ze, hag an den iaouank ze a oa dezhan evel unan he vibien. 12 Ha Mika a gensagraz al Levit, hag an den iaouank a zervichaz dezhan da sakrifier, hag a choumaz en he di.

227