gaout en arc’h ; rag dour a oa var-c’horre an douar holl. Ha Noe a astennaz e zorn, he c’hemeraz hag he zigasaz d’he gaout en arc’h. 10 Gortoz a reaz c’hoaz seiz devez all, neuze e laoskaz a-nevez ar goulm er-meaz euz an arc’h.
11 Ar goulm a zistroaz d’e gavout war-dro an abardaez ha setu, e oa ganti eun delien olivezen fresk en he beg. Noe a gomprenaz penaos an doureier o doa gwall vihanaet var an douar.
12 Gortoz a reaz c’hoaz seiz devez all, neuze e laoskaz ar goulm mes ne zistroaz ken d’e gavout.
13 Hag e c’hoarvezaz er bloaz c’hwec’h kant unan a vuez Noe, d’ar c’hentan miz, d’ar c’hentan deiz euz ar miz, ma oa an doureier disec’het a-ziwar an douar. Noe a lamaz golo an arc’h hag a sellaz : setu, gorre an douar a oa sec’het.
14 D’an eilvet miz, d’ar seizvet warn-ugent euz ar miz, an douar a voe sec’h.
15 Neuze Doue a gomzaz da Noe, o lavarout :
16 Deus er-meaz euz an arc’h, te, da wreg, da vibien ha gwragez da vibien ganit.
17 Laka da zont er-meaz an holl loened a zo ganit, a bep kig, kenkoulz al laboused, evel ar chatal hag an holl stlejviled a ruz var an douar, ha ra builhint var an douar, ra vint frouezus ha ra greskint var an douar.
18 Noe a zeuaz er-meaz gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien.
19 An holl loened, an holl stlejviled, an holl laboused, kement a ruz var an douar, hervez o rumm, a yeaz er-meaz euz an arc’h.
20 Noe a savaz eun aoter d’an Aotrou. Kemer a reaz euz pep loen glan hag euz pep labous glan hag e kinnigaz loskaberzou var an aoter.
21 An Aotrou a santaz eur c’hwez vat hag an Aotrou a lavaraz en e galon : Ne villigin ken an douar abalamour d’an den rag natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em euz groet.
22 Keit ha ma pado an douar, an haderez hag an eost, ar yenijen hag an tommder, an hHano hag ar goanv, an deiz hag an noz n’ehanint ket.
9 Doue a vennigaz Noe hag e vibien, hag e lavaraz : Bezit frouezus, kreskit ha leugnit an douar.
2 Aon ha spont dirazoc’h o devo holl loened an douar, holl laboused an envou, kement a finv var an douar, hag holl besked ar mor. Lakaet e vint holl etre ho taouarn.
3 Kement a finv hag en deus buez a vezo deoc’h evel boued, rein a ran kement-se holl evel ar geot glaz.
4 Hogen, ne zebrot ket eur c’hig gant e ene, e wad.
5 Hag a-dra-sur me a adc’houlenno ho kwad, hini hoc’h eneou. E c’houlen a rin digant pep loen. Me a adc’houlenno ine an den euz dorn an den, euz dorn e vreur.
6 An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vezo skuilhet, rag Doue en deus groet an den en e skeuden.
7 C’hwi eta, bezit frouezus ha kreskit, founit var an douar ha kreskit warnan.
8 Doue a gomzaz c’hoaz ouz Noe hag ouz e vibien gantan, o lavarout :
9 Setu, e tiazezan va emglev ganeoc’h ha gant ho lignez var ho lerc’h,
10 gant an holl voudou beo a zo ganeoc’h, kenkoulz al laboused evel ar chatal hag holl loened an douar ganeoc’h, ar re holl a zo deuet er-meaz euz an arc’h, holl loened an douar.
11 Diazezan a ran va emglev ganeoc’h : kig ebet ne vo ken distrujet gant doureier al linvadenn-veur, ha ne vo linvaden ebet da zistrujan an douar.
12 Ha Doue a lavaraz : Setu arouez an emglev a ziazezan etrezon-me ha c’hwi hag an holl voudou beo a zo ganeoc’h, evit ar rummadou da viken :
13 lakaat a ran va gwareg er c’hoabrennou, hag e servijo da arouez an emglev etrezon-me hag an douar.
14 Hag e c’hoarvezo penaos, pa em bo dastumet koabr var an douar ha ma en em ziskouezo va gwareg er c’hoabrennou,
15 em bo sonj euz va emglev a zo etrezon-me ha c’hwi ha kement boud beo a bep kig, hag an doureier ne zeuint ken eul linvaden evit distrujan pep kig.
16 Ar wareg a vezo eta er c’hoabrennou, hag e sellin outhan evit kaout sonj euz an emglev peurbadus etre Doue hag an holl voudou beo a bep kig a zo var an douar.
17 Doue a lavaraz da Noe : Houman eo arouez an emglev a ziazezan etrezon-me ha pep kig a zo var an douar.
18 Ha mibien Noe, pere a ieaz euz an arc’h a voe Sem, Kam ha Jafed. Ha, Kam a oe tad da Ganaan. 19 Ar re ze eo tri mab Noe ; drezhei eo e oe poblet an douar holl.