Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/13

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

18 Ha Jered a vevaz kant daou vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Henok. 19 Ha Jered, goude ma voe bet tad da Henok, a vevaz eiz kant vloaz ; hag e oe tad da vibien ha da verc’hed. 20 An holl amzer ma vevaz Jered, a oe eta nao c’hant daou vloaz ha tri-ugent ; neuze e varvaz.

21 Henok a vevaz pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vethushelah. 22 Hag Henok a valeaz gant Doue, goude ma oe bet tad da Vethushelah, en pad tri c’hant vloaz ; hag e oe tad da vibien ha da verc’hed. 23 An holl amzer ma vevaz Henok, a oe eta tri c’hant pemp ha tri-ugent vloaz. 24 Henok a valeaz eta gant Doue, ha ne oe gwelet mui, rag Doue a gemeraz anezhan.

25 Ha Methushelah a vevaz kant seiz vloaz ha nao-ugent, hag a oe tad da Lemek. 26 Ha Methushelah, goude ma oe bet tad da Lemek, a vevaz seiz kant daou vloaz ha pevar-ugent ; hag e oe tad da vibien ha da verc’hed. 27 An holl amzer ma vevaz Methushelah a oe eta nao c’hant nao bloaz ha tri-ugent ; neuze e varvaz.

28 Ha Lemek a vevaz kant daou vloaz ha nao-ugent, hag a oe tad da eur mab. 29 Hag e c’halvaz anezhan Noe, o lavarout : Hema hon dic’hlac’haro euz hon labour, hag euz ar boan a ro d’hon daouarn an douar Hen en deuz an Aotrou milliget. 30 Ha Lemek, goude ma oe bet tad da Noe, a vevaz pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent ; hag e oe tad da vibien ha da verc’hed. 31 An holl amzer ma vevaz Lemek, a oe eta seiz kant seitek vloaz ha tri-ugent ; neuze e varvaz.

32 Ha Noe, oajet a bemp kant vloaz, a oe tad da Sem, da Gam ha da Jafet.

6 MES, pa oe deuet an dud da greski war gorre an douar, ha ma oe ganet merc’hed dezhei, 2 Bugale Doue, o welet penaoz e oa kaer merc’hed an dud, a gemeraz gragez a douez ar re holl a blije dezhei. 3 Hag an Aotrou a lavaraz : Ma Spered na stourmo ket da viken gant an den ; en he gollidigez, n’eo nemet kik ; he zeiziou a vezo c’hweac’h ugent vloaz. 4 Jeanted a oa var an douar, en amzer ze, hag ivez goude, abalamour mibien Doue a zeue entrezek merc’hed an dud, hag e roent dezhei bugale ; ar re ze eo an dud gallouduz-ze pere, adaleg an amzer goz, a oe tud brudet bras. 5 Hag an Aotrou a welaz penaoz drougiez an den a oa bras var an douar, ha penaoz holl invanterez sonjou he galoun ne oa nemet fall en pep amzer. 6 Hag an Aotrou Hen doe keûz o veza groet an den var an douar, hag E oe glac’haret a gement se en he galoun. 7 Hag an Aotrou a lavaraz : Lemel a rin, euz divar-c’horre an douar, an den pehini Em euz krouet ; adaleg an den beteg ar chatal, betek ar ruzerien, ha beteg evned an envou ; rag keûz Em euz o veza groet anezhei. 8 Mes Noe a gavaz trugarez dirag daoulagad an Aotrou.

9 SETU ama lignez Noe : Noe a voe eun den gwirion, eeün, en he amzer ; Noe a valeaz gant Doue. 10 Ha Noe a oe tad da dri mab : Sem, Kam ha Jafet. 11 Hag an douar a oa huduret dirag Doue hag an douar a oe leuniet a violans. 12 Ha Doue a zellaz euz an douar, ha, setu, e oa huduret ; rag pep kig hen doa huduret he hent var an douar.

13 Ha Doue a lavaraz da Noe : Fin pep kig a zo deuet diraz Oun ; rag an douar a zo leuniet a fallente drezhei ; ha setu, Ez an d’ho distruja gant an douar. 14 Gra te eun arc’h koat gofer ; ober a ri lojennou ennhi, hag ec’h endui anezhi gant pektano en diabarz hag en diaveaz. 15 Ha setu ama penaoz e ri anezhi : Hed an arc’h a vezo tri c’hant ilinad[1], he ledander hanter kant ilinad[2], hag he huelder tregont ilinad[3]. 16 Ober a ri eur prenest d’an arc’h hag ec’h achui anezhan dre eun ilinad[4] euz kreac’h ; hag e lakai dor an arc’h var he c’hostez ; ober a ri anezhi gant eun estaj izel, eun eilved hag eun drived. 17 Ha Me, setu, Ez an da zigas an diluj doureier var an douar, evit distruja kement kig hag en deuz c’hwezaden a vuez, euz a zindan an envou ; kement a zo var an douar, a varvo. 18 Mes lakaat a rin ma c’honvenans ganez te ; ha te a ielo en arc’h, te, da vibien, da vreg ha gragez da vibien ganez. 19 Hag euz a gement a vev a douez pep kig, te a raio da zaou euz a bep rumach mont ganez en arc’h evit ho miret en buez ; mal ha malez e vefont ; 20 lapoused, hervez ho ras, ha loened hervez ho ras, a bep ruzerien an douar, hervez ho ras, daou euz a bep rumach a zeuo entrezek ennout evit ma ho miri en buez.

21 Ha te, kemer euz a bep boued pehini a ve debret, gra anezhi eur bourveans evidout, evit ma servicho kement se da voued d’id kenkouls ha

  1. (~ 150 m)
  2. (~ 25 m)
  3. (~ 15 m)
  4. (~ 50 cm)
5