Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

c'hoarveet gant tri varc'heg eus Breiz-Vihan : hini an Eostig, hini Yonek ha hini Eliduk. An divezan eo ar bravan eus al levr.

Breman e weler e talvee ar boan da Vretoned Kymri studian o yez ha skrivan levrio gantan. Ha setu e teu poan en hon c'halon o sonjal n'o deus ket grêt re Bro-Arvor kemend-all. Labouromp breman da vihanan evit en em dic'haouan. N'omp ket re divezat.

Evit envori en berr gomzo ar pez hon deus laret diwarbenn Breiziz aboe m'eo bet diframmet gant ar Zôzon ouspenn an tri c'hart eus o bro, e hadlarfomp gant ar barz Taliezin : « Miret o deus da vihanan o hano, o yez hag o Doue ».


§ XII. — IVERZONIZ HA SKOSIZ EPAD AR BREZEL BRAS ; O FE HAG O YEZ.


Hag e kerz ar brezel hir hag euzus o deus bet Breiziz d'ober ouz o gwaskerien, daoust petra eo deut o breudeur Iverzon ha Bro Skos da vean ?

Rak ar re-man a zo eus ar memes gouenn hag int, Kelted evelte : nemet ec'h int hanvet Goideled pe Gaeled. hag e komzont ar gaeleg. Ne dougont ket an hano a Vreiziz, abalamour n'emaint ket en enez Breiz. Gwir ê e talc'h ar Skosed al lost he deus war du an hanter-noz. Mes bean ec'h int ive Gaeled, kwitaet gante gwejall enez Iverzon evit lakat o c'hraban war gourenezen ar C'haledoni.

Daoust eta penôz eman kont gant an diou bobl-ze breman, da laret ê, wardro ar bla 600 ?

Iverzoniz a zo kristenien, avielet m'int bet gant sant Patrik. Kristenien ive ar Skosed, an dud hanter-oue hon deus gwelet o flastran breman 'zo 150 vla hon zado koz a Vreiz. Sant Kolomba (n'ê