Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —



Diskan

Feiz koz hon Tadou, Feiz santel,
Ni vezo d'it bepret fidel ! (bis.)

Feiz koz hon Tadou ! Ar re-ma
Er c’hrisa poaniou ’oa laouen !
Gouzanv ’vit Doue : ni brema
Her graio ive hep anken !

Feiz koz hon Tadou ! Ar Werc’hez
Hag he Mamm ’bedo ’vit hor Bro ;
’Velse ganti ar Wirionez
Ato frank ha libr a chomo !

Feiz koz hon Tadou ! ’Vel Jezus,
Ni gar bor breudeur e Doue ;
Dre vuez fur ha vertuzus,
Ni ’n em harpo ’n eil egile.

Feiz koz hon Tadou ! An dud fall
’Glask he diframma diganeomp ;
Mes Jezus ’zo ouz hon diwall :
Chom bepred fidel ’brometomp.

Feiz koz hon Tadou ! Breiz-Izel
’Deus difennourien krenv meurbed :
Skoret gant hor Sent, he banniel
A zalc’himp sounn ha glan bepred !


Ar chantik-man, savet en sôz gant an Tad Faber, a zo bet laket en brezoneg Leon gant an Tad Trebaol, eur misioner Breizad a zo o labourat en Llanrwst (Bro-Gymri).


IMPRIMATUR


Brioci die 4a julii,

Y.- M. Le Pennec, vic. gen.