Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —


Jezus, ma Doue, ma oll Vad,
C’hwi ro d’in ho korf hag ho kwad
Pebez burzud vit ma spered !
Penôs ho karout vel m’eo red !

Diskan

O zakramant eus an Oter
Grêt m’ho karin e peb amzer.
 
Mar ’mije kalon glan Mari
Vit ho karout, Doue-Hosti,
Ha de ha noz me ho meulje
Vel m’oc’h meulet gant an êle.

C’hwel ! en kalon e grouadur
Doue a deu gant plijadur.
Ma c’halon d’ean zo digor
Ha gant doujans me hen ador.

Leun oc’h, Jezus, a vadelez
Ha dispar ma finvidigez.
Ine ha korf c’hwi zo d’in me,
Perc’hen on da vado Doue.


Ar c’hantik-man a zo bet savet gant ôzer Ma Beaj Londrez diwar unan eus kantiko sôz an Tad Faber.


IMPRIMATUR


Brioci die 1a julii 1910

Y.- M. Le Pennec, vic. gen.