Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

koulz meren, a zo hirie eun lammik abretoc’h evit an ordinal.

Ha c’hoaz vo arabad d’imp chom pell da brejan ; eman dija enezen Kors en gwel ha tostaat a reomp da Vonifasio.

Ober reomp diouz ze hag eur pennad brao ’raug unek heur, eman an holl *dreizerien war ar pont, o daoulagad troet etrezek an douar, hag, a-wejo zoken, sikouret gand lunedo a wel-hir ; c’hoant ’zo da zizolo kement tra ’zo war an aud, war ar c’herrek, ha, du-hont pelloc’h, war an tosenno a zeblant dioan an eil euz eben ; ar re-man ’zo koataet mad hag ar re bellan a larfe an nen o defe o c’hriben goloet a erc’h gwenn.

Ribl ar mor, avad, a zo e-noaz. Netra nemet rec’hel garo, warne banno touskan louet.

Netra, na keriaden, na ti, da rei da c’hout nan eo ket ar C’hors eur vro we.

Koulskoude, setu eun tour-tan ’kichen eun troc’h græt e-barz ar gouriz-mein. Sur mad, an troc’h-ze, ec’h a dour mor ennan, a dle bean an toull-dor da dremen en eur porz bennag, kleuzet a-dre d’ar c’herrek.


————