Zoue an darn vuian deus ho pinijenno ha deus ho pedenno. » ’N eur gomz evel-se an euz kavet hent hon c’halono ha bevoc’h, tommoc’h eo breman hon fe ’vit heuilh ar rest deuz an oferen.
Pac’h eo diskennet deuz an auter, en em lak da vinnigan ar c’hroajo mezer ru a dleomp stagan war hon *asgre evit bean henvel ouz hon zud koz a gemeraz gwech-all bep a groaz ’vit mont d’ober brezel da Vahometiz, a oaske an Douar Santel. Binnigan ’ra ive anomp hon-unan gant ar Zakramant, ha goude e tostaomp d’ean evit digemer beb a groaz ru.
Eur gir a lavar d’imp d’e dro an Tad Leopold, rey a ra d’imp da c’houd ec’h arruo an Tad Bailly, rener ar Pelerinaj, ’rauk kreiste, ha neuze e lavar dimp mont bep-hini war e du bete div heur : « Meren, emean, a vo war an Itron-Varia-Zilvidigez. »
Arauk mont e-mæz deuz an iliz, e ran d’ei eur zell. Kempennet eo deuz ar c’haeran : bean eo eun desteni euz an devosion o deuz tud Marseilh ’vit an Itron Varia. Seblantout a reont kaout enni kement a fianz ’vel o deuz tud Lyon en o Gwerc’hez a Fourvier.